Brezel Ingria zo ur brezel hag a c'hoarvezas e Rusia etre Sveden ha Rusia hag a badas 7 vloaz, adal 1610 betek 1617. Kaset e oa arme Sveden gant Jakob De la Gardie ha trec'h e voe. Kemeret e voe ganti Ingria ha Kexholm, hag echuiñ a reas gant feur-emglev Stolbovo.

Emgann Novgorod e 1611
Ar jeneral Jakob De la Gardie e 1606

A-raok ar brezel kemmañ

E-kerzh Mare ar Reuz e fellas da roue Sveden, Karl IX, kas un arme renet gant Jakob De la Gardie da gemer kreñvlec'h Staraïa Ladoga. Pa zegouezhas an arme svedat e c'houlennas tud Novgorod ouzh roue Sveden lakaat unan eus e vibien dezhañ, Carl Filip, Dug Södermanland pe C'hustav Adolf, da c'houarnour Novgorod.

Vassili IV Chouiski, tsar Rusia, a oa e kêr Voskov, lakaet seziz warni gant an Eil fals Dimitri, a oa e gamp e Touchino). En dizesper e oa an tsar dre ma oa gortozet armeoù Polonia da zont da aloubiñ ar vro, ha neuze e reas emglev gant ar roue svedat Karl IX a oa o klask un digarez d'ober brezel da Bolonia. Evit kaout skoazell Sveden e prometas an tsar reiñ kreñvlec'h Karelia da Sveden ma teue d'e sikour a-enep ar fals Dimitri II hag arme Polonia. Ha setu neuze De la Gardie da vont da-gaout arme rus Mikhaïl Skopine-Chouiski evit kerzhout a-unan da zieubiñ an tsar a oa fall an traoù gantañ e Moskov.

Donedigezh arme Sveden da Rusia a servijas da zigarez da Sigismond III Vasa, roue Polonia, da zisklêriañ ar brezel war Rusia. Trec'h e voe Poloniz war armeoù Rusia ha Sveden en emgann Klouchino , ha distrujet e voe an armeoù rus. Kodianañ a reas soudarded Sveden e miz Gouhere 1610. Diskaret e voe an tsar gant an uhelidi, ar voiarded, hag aloubet ar C'hremlin gant Poloniz.

An emgannoù kemmañ

E-keit-se e oa deuet Gustav II Adolf da roue e-lec'h Karl IX. Bod a roas d'e vreur da c'houlenn kurunenn Rusia, goude, zoken, ma moe kaset arme Poloniz er-maez eus Moskou gant ar Rused emsavet en 1612, ha dilennet Mikael III Rusia da dsar en 1613.