Brezel ar Boshin (戊辰戦争 Boshin Sensō, "Brezel bloavezh an aerouant douar Yang"), lesanvet a-wechoù Reveulzi Japan a oa bet ur brezel diabarzh e Japan, a oa padet bloaz, e 1868 ha 1869, etre nerzhioù ar shogunelezh Tokugawa hag ar re a blede gant rentañ ar galloud d'al lez impalaeriel.

Brezel ar Boshin
brezel diabarzh
Anvet diwarYang Earth Dragon Kemmañ
Lec'hImpalaeriezh Japan Kemmañ
Deiziad kregiñ27 Gen 1868 Kemmañ
Deiziad echuiñ27 Mez 1869 Kemmañ
PrantadMeiji period Kemmañ
PerzhiadRepublic of Ezo, Tokugawa shogunate, Government of Meiji Japan Kemmañ
Samouraied ar c'hlan Chōshū eus Satsuma e-pad Brezel ar Boshin

Ar brezel a oa bet awenet gant an dipit e-touez noblañsoù bras hag ar samouraied yaouank o welet ar shogunelezh o kouezhañ goustadik etre daouarn stadoù estren goude ma voe kroget gant digoradur Japan an dek vloaz a-raok. Gant ma oa nerzh ha galloud stadoù ar C'hornôg o kreskiñ e bed an ekonomiezh, ar pezh en devoa degaset ur gouezhadenn eus nerzh ar vro evel e broioù all en Azia.

Kartenn kampagn brezel ar Boshin (1868–69). Domanioù kornôg Satsuma, Chōshū ha Tosa (e ruz) a gendeuzas evit trec'hiñ nerzhioù ar shogounelezh e Toba-Fushimi, goude-se e kemerfont galloud war ar peurrest eus Japan betek an emgann diwezhañ en enezenn gornôg Hokkaidō.