Brfxxccxxmnpcccclllmmnprxvclmnckssqlbb11116

anv paotr

Brfxxccxxmnpcccclllmmnprxvclmnckssqlbb11116 zo un anv-badez a vez distaget /ˈalˌbin/, evel an anv Albin, hag a oa bet roet e Sveden d'ur bugel e 1996[1].

Evit mont a-enep al lezenn svedat diwar-benn an anvioù e oa bet dibabet gant tud ar bugel reiñ anv ebet d'o bugel.

Met en Halmstad, e kreisteiz Sveden, e oant bet kondaonet da baeañ un dell-gastiz a 5 000 kurunenn (525 pe war-dro) dre ma n'o doa ket gallet reiñ un anv dereat d'o bugel a-benn e 5 bloaz[2].

Evel respont e voe roet an anv-se, 43 lizherenn ennañ, war zigarez en doa ur ster patafizikel. Ne blijas ket d'al lez-varn, a greskas an dell-gastiz. Embann a reas Skol ar 'Patafizik e oa ur gaou ruz.

Neuze e klaskas an dud-se envel o bugel « A ». Ne blijas ket d'al lez-varn kennebeut, rak berzet eo an anvioù ul lizherenn hepken enne.

Daveoù kemmañ

  1. The Top 10 Dumbest Personal Names ever, lec'hienn 2spare.com
  2. No laughs for Swedes' name game, kemennadenn Reuters, 30 Mae 1996 (lenn un eilenn)