Brian Samuel Epstein (/ˈɛpstaɪn/19 a viz Gwengolo 1934-27 a viz Eost 1967) a oa un den a aferioù saoz en doa graet war-dro ar strollad-sonerezh The Beatles adalek 1962 betek e varv e 1967. Ganet e oa en ur familh gwerzherien eus a Liverpool ha lakaet e oa bet e karg ar stal-sonerezh e lec'h ma tiskouezas abred ur varregezh da ziskoachañ sonerien donezonet. Ober a reas anaoudegezh gant the Beatles o leinañ e The Cavern Club e 1961, ha, goude ma n'en doa tamm skiant-prenet ebet oc'h ober war-dro ur strollad-sonerezh, e kemeras anezho dindan kevrat, o lakaat anezho da cheñch o stil d'en em ziskouez propoc'h war al leurenn. Kendrec'hiñ a reas George Martin da gevratañ ar strollad dindan al label Parlophone, EMI.

Brian Epstein e 1965

Dindan un nebeud mizioù e oa deuet ar Beatles da vezañ brudet-kenañ dre ar bed a-bezh, ha beuzet e voe Epstein dindan goulennoù prenañ gwirioù-gwerzhañ, met rakgwerzhet e oa bet a-raok an droiad er Stadoù-Unanet evit ur priz izel, e fazi nemetañ. Mervel a reas d'an oad a 32 vloaz, goude bezañ kemeret re a louzoù-kousket, ar pezh a voe renket evel ur gwallzarvoud.