Brigitte Asdonk (25 a viz Here 1947 e Kamp-Lintfort) a voe unan eus diazezerien Rote Armee Fraktion (RAF). Meur a di-bank a voe taget ganti p'edo er strollad. Bac'het e voe etre 1970 ha 1982. E Berlin emañ o chom hiziv an deiz.

He buhez kemmañ

Brigitte Asdonk a voe ganet en ur familh labourerien-douar katolik. E 1967 e tapas kaout he bachelouriezh (Abitur en alamaneg) ha da-heul ec'h enskrivas e rann sokiologiezh Skol-veur dieub Berlin. Etre 1968 ha 1970 e kemeras perzh en tu-enep diavaez parlamant (außerparlamentarischen Opposition (APO, en alamaneg), hag ivez er manifestadeoù a-enep brezel Viet-Nam hag er re a-enep ar stad a reuziad en Alamagn. Er memes koulz e kemeras perzh e poellgor embregerezh Bosch ma stourmas evit gwirioù al labourerien.

Adalek 1968 e krogas da zaremprediñ Horst Mahler. E 1970 e kemeras perzh e sevel RAF. En hañv 1970 edo unan eus izili RAF (ganti e oa Horst Mahler, Andreas Baader, Gudrun Ensslin, Ulrike Meinhof, Peter Homann hag un daouzek den bennak all)az eas da bleustriñ d'ur c'hamp dalc'het gant Al Fatah e Jordania. Azalek miz Here 1970 e kemeras perzh e tagañ meur a di-bank.

Harzet e voe d'an 8 a viz Here 1970 asambles gant Horst Mahler, Ingrid Schubert, Monika Berberich hag Irene Goergens en o ranndi e Knesebeckstraße 83 e Berlin. Kondaonet e voe da 12 vloaz toull-bac'h evit bezañ bet perzh e RAF. D'ar 7 a viz Mae 1982 e voe dieubet. Abaoe m'eo bet dieubet eo bet oberiant e metoù emrenerien Berlin. Prezegennoù diwar-benn RAF a vez graet ganti, ha kemer a ra perzh ivez e darvoudoù etrebroadelour hag enepgouennelour. N'eo ket pellaet diouzh RAF ha derc'hel a ra da stourm evit ma vo dieubet izili RAF a zo en toull-bac'h c'hoazh.

Levrlennadur kemmañ