Broken Britain zo un droienn ijinet gant ar gazetenn tabloid The Sun hag ar Strollad Mirour[1] evit ober anv eus mennozh ur Rouantelezh-Unanet o kouezhañ en he foull a-fed domani sokial. The Sun en deus embannet alies istorioù gant an tem "Broken Britain" abaoe 2007.

Loch pellgomz diistrujet

An droienn a zo unan bolitikel dreist-holl met an niver a istorioù lakaet da dalvezout dindan ar rummad-se a zo aet kalz war zigresk abaoe ma oa erruet ar virourien er galloud e 2010 ha dre ma vez sellet spisoc'h ha gant douetañs diazezoù ar c'heloù-se gant al lennerien.

Mennad ar Broken Britain kemmañ

Diazez mennad ar Broken Britain a zo da gavout en domani sokial a vefe o vont da forzh petra er Rouantelezh-Unanet. A-dreñv ar rummad-se e vez kavet pennadoù a gont istorioù liammet ouzh:

 
Bruderezh a-enep an evañ diroll pe Binge drinking
  • Bugale dilaosket gant o c'herent ha gant ar servijoù foran gwareziñ ar vugale, dreist-holl goude marv ar babig P ha skrapadenn Shannon Matthews.
  • Evañ diroll ha dreist-holl gant ar vugale.
  • Feulster ar gangoù
  • Ar c'hrennardezed dougerezed
  • Politikourien breinet, gant dispignoù diroll arc'hant foran
  • Gwallskouerioù pedofiliezh gant tud pinvidik ha brudet betek politikourien uhel
  • Trucherezh er votadegoù
  • Enbroañ a-druilh hag an Islam strizkredenner o tont war-wel
  • Ar Stad Big Brother
  • An tailhoù direizh
  • Ar servij yec'hed National Health Service o vont da get
  • An deskadurezh-stad o vont war fallaat
  • Ar gwareziñ gant an nerzhioù surentez o vont war fallaat

Adkemer er sevenadur kemmañ

Filmoù kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ