Ur vaouez eus ar wengelouriezh c'herman eo Brunnhild (e norseg: Brynhildr  [ˈbrynˌhildz̠], e krennalamaneg uhel: Brünhilt, en alamaneg modern: Brünhild pe Brünhilde). He andon a c'hallfe bout ar briñsez wizigot Brunhild a vro-Aostrasia.

"Brunnhild" (1897) by Gaston Bussière

En hengoun eus an norzh ez eo Brunhild ur werc'hez-skoed (skjaldmær e norseg) pe ur valkirienn, hag a vez kavet e saga ar Völsunged, ha lod ag ar barzhonegoù eddaek. E-barzh an Nibelungenlied ez eo-hi ur briñsez-brezelourez. Kemer a reas perzh e lazhadenn Sigurd (pe Siegfried) goude bout bet lorbet gantañ da roiñ he dorn da c'hGunther, roue Burgondia. Met abeg kentañ he irienn a voe he c'habal gant Gudrun (pe Kriemhild), gwreg Siegfried. En hengoun lec'hlennat (ha n'eo ket an hini alaman) en em lazh Brunhild goude marv Sigfried.

Richard Wagner a reas eus Brunnhild (anvet Brünnhilde) un dudenn eus ar c'hentañ er pezh opera Der Ring des Nibelungen. He skeudenn a-vremañ zo tennet eus ar skeudennadur savet gant Wagner.

Kan an Nibelunged a ginnig anezhi o lâret:

Ez was ein küneginne gesezzen über sê.
ir gelîche enheine man wesse ninder mê.
diu was unmâzen schoene. vil michel was ir kraft.
si schôz mit snellen degenen umbe minne den schaft.

En tu-hont d'ar mor e veve ur briñsez
Heñvel ouzh den ebet anavezet er bed
Kened ha kreñvder bras a oa ganti
Teurel a reas he goaf gant meur a varc'heg kalonek - ar garantez e oa ar priz

Ar gabal etre Brunnhild ha Kriemhild. Kodex Hundeshagener