Buchanan zo ur gêr eus Liberia, pennlec'h kontelezh Grand Bassa. Emañ war aod ar Meurvor Atlantel ha trede kêr vrasañ ar vro eo, gant war-dro 35 000 den o chom enni e 2008.

Porzh Buchanan
Pelec'h emañ Buchanan e Liberia

E miz Kerzu 1832 e voe savet un drevadenn, anvet Port-Cresson, gant quakered du eus SUA lec'h m'emañ Buchanan hiziv. Distrujet e voe e miz Even 1835 gant Bassaed met adsavet, en anv Bassa Cove, miz goude. Anvet eo bet diwar Thomas Buchanan, gouarnour kentañ Liberia ha kenderv ar prezidant amerikan James Buchanan.

Ne voe ket gwall dizhet gant an emgannoù e-pad ar brezelioù diabarzh hag ur bern repuidi a gavas bod enni e fin an XXvet kantved.