Buiksloot a oa ur gumun eus Noord-Holland, eus tu norzh ar stêr IJ, e-tal kreiz-kêr kozh Amsterdam.

D'ar 1añ a viz Genver 1921 e voe staget meur a gumun ouzh Amsterdam : Buiksloot, Nieuwendam ha Ransdorp, e norzh ar stêr IJ, Sloten er mervent ha Watergraafsmeer er reter. Hiziv an deiz ez eo Buiksloot ur gêriadenn en arondisamant Amsterdam-Noord. Tro-dro d'ar gêriadenn ez eus tiez bet savet er bloavezhioù 1980. Merzout a c'haller memestra ez eo Buiksloot ha Buiksloterdijk kêriadennoù kozh. A-hed kanol Noord-Holland e kaver ur veilh kleiz anvet meilh Admiraal, ar veilh kleiz nemeti hag a zo chomet en ur stad vat eo.

Buiksloot e 1868