C'hametz

meizad relijiel yuzev

Ar c'hametz (chametz, treuzlizherennet ivez chometz, ḥametz, ḥameṣ, ḥameç diwar (he) חָמֵץ / חמץ; LFE [χaˈmets]) zo boued gant traoù da c'hoiñ, berzet da vare ar gouel yuzev Pesac'h. Da vare ar gouel-se, hervez an halac'ha, n'eus ket droed kaout, debriñ pe tennañ mad eus ar c'hametz.

C'hametz zo produet gant unan eus ar pemp seurt greun mesket gant dour ha leusket da repoziñ ouzhpenn 18 munutenn a-raok poazhañ tra ma teu da vezañ goet.