Cándido Fabré, bet ganet d'an 20 a viz Gwengolo 1959 e San Luis e proviñs Santiago de Cuba, zo ur c'haner kuban, brudet e vouezh raouliet hag e ampartiz da sevel kanaouennoù war ar prim.

E dad a sone an tres hag e diegezh a selaoue bembés afrokuban.

Medalennet eo bet gant gouarnamant ar vro.

Kanañ a rae gant La Original de Manzanillo[1]. Brudet eo evel den gouest da sevel sonioù war ar prim diwar-benn n'eus forzh petra.
Evel-se e larvaer en deus savet ouzhpenn 1000 kanaouenn, a zo bet kanet gant Orquesta Aragón, Los Van Van, Manguare, Issac Delgado, Ritmo Oriental pe Los Karachi, ar re vrudetañ gant Celia Cruz, Oscar D'Leon ha José Alberto "El Canario".

Pladennoù kemmañ

  • Echale Picante Al Son
  • Ya Esta Aqui El Tren De Oriente
  • Cubano Soy
  • La Habana quiere guarachar contigo
  • Poquito a Poco

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (en) All Music