Caitlín Maude (1941–1982) a oa ur varzhez, kelennerez ha kanerez eus Iwerzhon.

Ganet e voe e Casla, e Gaeltacht kontelezh Gaillimh, e kornaoueg an enezenn, ha desavet e voe en iwerzhoneg. Goude studioù galleg, saozneg, iwerzhoneg ha matematik e skol-veur Gaillimh e teuas da vezañ kelennerez hag e labouras e meur a lec'h dre ar vro.

Adalek he yaouankiz e krogas da sevel barzhonegoù en iwerzhoneg, ha da c'hoari pezh en iwerzhoneg ivez. Ur pezh-c'hoari a skrivas, gant Mícheál Ó hAirtnéide, An Lasair Choille. Troet e oa ivez gant ar sonerezh hag ar c'han. E 1975 e voe embannet ur bladenn sean-nós ganti, gant an titl Caitlín.

Pa oa o vevañ e Dulenn e kemeras perzh e meur a stourm : a-enep lakaat Iwerzhon da vont e-barzh Kumuniezh Europa, evit lakaat digeriñ ur skol iwerzhonek e karter Tamhlacht, a-du gant prizonidi republikan Hanternoz Iwerzhon (skrivañ a reas I m'Áit Dhúchais ó Thuaidh en enor da v-Bobby Sands pa varvas hennezh e 1981).

Mervel a reas Caitlín Maude d'ar 6 a viz Mezheven 1982.

Liamm diavaez kemmañ