Calendae eo anv latin deiz kentañ ar miz en deiziadur roman. En deiz-se e veze embannet deiziadoù ar gouelioù gant ar veleien ha rankout a rae an dleourien paeañ o dle.

Deveradoù kemmañ

Eus calendae eo deuet calendarium, anv levr ar c'hontoù a zlee bezañ paeet.

Kas un dra bennak ad kalendas graecas, d'ar c'halendoù gresian, zo kement hag ampellañ tra pe dra da viken, rak n'eus ket a galendae gant tud Hellaz.

Pennad kar kemmañ