Camilla Martelli (Firenze, 1545 – Firenze, 1590) a oa serc'h ha goude pried morganatek Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana .

Poltred Camilla Martelli, gant Alessandro Allori .
Medalenn Camilla Martelli, lakaet war gont Pastorino de' Pastorini (1584)

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Antonio Martelli, den a renk uhel e kêr Firenze, ha da Fiammetta Soderini. Meulet e veze he c'hened ha goude marv Eleonora di Toledo, pried an dug, e kemeras lec'h e serc'h Eleonora degli Albizi, petra bennak ma oa c'hwec'h vloaz warn-ugent yaouankoc'h egetañ. Camilla a reas war-dro an dug-meur pa oa klañv, pa laoskas ar galloud gant e vab, Francesco Iañ de' Medici, d'en em dennañ d'ar villa medicea di Castello.

Ur verc'h he doe Camilla e 1568, Virginia hec'h anv, met tremen a rae war-lerc'h ar vugale eus eured kentañ Cosimo, ha war-lerc'h e vab Francesco dreist-holl. Daoust da enebiezh e vugale ec'h addimezas Cosimo da Gamilla e 1570, war c'hourc'hemenn ar pab Pi V, met hi ne voe ket anvet da zugez-veur, war-c'houlenn ar vugale. D'e vab Francesco, en devoa klemmet abalamour da se, en devoa respontet "Sono un privato e ho preso in moglie una gentildonna fiorentina, e di buona famiglia" ( Un den on, ha kemeret em eus da wreg ur vaouez firenzeat a diegezh mat), da lavarout eo e c'halle, dre ma ne oa ket dug ken, dibab e wreg evel a gare. Divastardiñ o merc'h Virginia a reas ivez, ha reiñ ul lec'h dezhi e skeul ar susitourien.

Tabut a veze alies etre Cosimo gozh hag e vugale diwar-benn Camilla. Ne blije ket dezho he c'hoant da zispakañ pinvidigezh, a gavent ken gros ha divezh e-skoaz doareoù kran o mamm Eleonora di Toledo, pried marv an dug-meur.

Deuet e oa Cosimo da vezañ damseizet, ha dic'houest da gomz. En 1574, d'an 30 a viz Ebrel, e varvas.


Bloaz goude, e 1575, en em dennas Camilla, rediet gant Francesco, e kouent ar Murate e Firenze, ha hi nav bloaz warn-ugent, difennet outi addimeziñ.

Abalamour d'he c'hlemmoù ha d'he froudennoù ha d'he barradoù nervennoù eo al leanezed a c'houlennas digant an dug-meur kas anezhi da gouent Santa Monica, ma oa-hi bet desket en plac'h yaouank. Laosket e voe da vont e-maez ar gouent ur wech, da vont da eured he merc'h Virginia, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1586, gant Cesare d'Este, mab bastard da Alfonso Iañ d'Este, Dug Ferrara.


Goude marv Francesco Iañ e c'houlennas brasoc'h frankiz digant Ferdinando Iañ, ha laosket e voe da vevañ er villa medicea di Lappeggi. Nemet barradoù he deveze dalc'hmat muioc'h-mui, hag adkaset e voe da gouent Santa Monica. Eno e varvas e 1590.

Liamm diavaez kemmañ