Camros (skrivet Camrose e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kreisteiz Sir Benfro, e Kembre. Emañ hanter-hent etre Solfach ha Tyddewi er gornaoueg ha Hwlffordd er reter.

Pont Santez Katell, Camros.

Emañ Camros (un anv savet diwar cam, "kamm", ha rhos, "roz") un tammig er c'hreisteiz da vevenn ar yezhoù e Sir Benfro, el lodenn saoznekoc'h eus ar gontelezh. Er gêriadenn e weler dismantroù ur voudenn-gastell norman.

E 2011 e oa poblet gant 1 740 a dud ha 293 anezho (17,2%) a oa kembraegerien[1].

Daveoù kemmañ

  1. Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics).