Carlito's Way zo ur film stadunanat. Embannet eo bet e 1993, sevenet eo bet gant Brian De Palma, a-ziwar ar romantoù Carlito's Way hag After Hours gant Judge Edwin Torres. Ar senario zo bet savet gant David Koepp. An aktourien eo Al Pacino, Sean Penn, Penelope Ann Miller, Luis Guzman, John Leguizamo, Jorge Porcel, Joseph Siravo ha Viggo Mortensen.

Logo ar film Carlito’s Way

Er film emañ Pacino o c'hoari roll Carlito Brigante, un torfedour Puerto Rican a fell dezhañ paouez gant an torfederezh. Siwazh dezhañ, ar pezh en devoa graet evel torfedour a laka anezhañ da zistreiñ goustadik war-zu ur vuhez e-maez lezenn. Ar film a zo diazezet dreist-holl war ar romant After Hours, met implijet e oa bet titl ar c'hentañ romant evit chom hep bezañ keñveriet pe droukemmet gant film Martin Scorsese gant ar memes anv hag embannet e 1985.

Carlito's Way a zo bet degemeret etre, ar memestra e voe a-fed arvesterien ha box office. Gant an amzer o tremen eo deuet da vezañ ur film brudet mat. Penn ha Miller a voe lakaet o anvioù evit ur Golden Globe. Un heuliad zo bet d'ar film, anvet eo Carlito's Way: Rise to Power, diazezet eo war ar c'hentañ romant, hag embannet er stumm direct-to-video e 2005.

Liammoù diavaez kemmañ