Carlos Ghosn, KBE, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1954 e Porto Velho, zo un den a aferioù a orin eus Brazil. Ar broadelezhioù gall ha libanat en deus ivez. Bet eo e penn Michelin Norzhamerika, e penn Renault, e penn AvtoVAZ, e penn Nissan, ha prezidant Mitsubishi Motors. D'an 18 a viz Kerzu 2018 e voe rebechet dezhañ kontoù faos, arc'hant kuzhet ha breinadur. Toullbac'het eo bet e Japan.

Carlos Ghosn e 2010
En École polytechnique e 2015