Carlos Jesús Torre Repetto (Mérida, Yucatán, 29 a viz Du 1904idem, 19 a viz Meurzh 1978) a oa ur Mestr Meur Etrebroadel mec'hikan war c'hoari an echedoù.

Carlos Torre

Carlos Torre e 1925
Anv Carlos Jesús Torre Repetto
Ganedigezh 29 Du 1904
Mérida, Banniel Mec'hiko Mec'hiko
Marv 19 Meurzh 1978
Mérida
Broadelezh Mec'hikan
Micher C'hoarier echedoù
Live Mestr Meur Etrebroadel (1977)
Titl Mestr Meur Etrebrodel Carlos Torre Repetto, 1977

Trec'h e voe war Ernst Grünfeld e Baden-Baden (Alamagn) e 1925. Ur c'hoarier ag an dibab e voe, leun a bromesaoù ; ret e voe dezhañ pellaat ag an echedoù avat pa voe tapet gant ur c'hleñved. Da Vestr Meur Etrebroadel e voe anvet e 1977, bloaz a-raok e varv, gant an F.I.D.E. (Kevread Etrebroadel An Echedoù).

Buhez kemmañ

Da seizh vloaz e teskas fiñvoù ar pezhioù war an tablez. Unnek vloaz e oa pa zilojas e familh da New Orleans (Louisiana) e 1915 ; eno e kejas ouzh Edwin Ziegler Adams, ur c'hoarier echedoù brudet e Louisiana, a oa beskadoriad an aozadur New Orleans Chess & Whist Club, a droas d'e gelenner. E 1920, da 16 vloaz, e voe trec'h Carlos Torre Repetto war Edwin Z. Adams e tournamant New Orleans.
E-kerzh ar bloavezhioù 1925 ha 1926 e voe pedet da gemer perzh e meur a dournamant etrebroadel : Baden-Baden 1925, Marienbad 1925, Moskov 1925 ha Chicago 1926. E 1926 end-eeun e c'hounezas Kampionad broadel Mec'hiko.
Siwazh, e dibenn miz Here 1926, krak a-raok e 22vet deiz-ha-bloaz, e voe skoet gant un diwaskadenn a redias anezhañ da guitaat bed an echedoù da vat ha da viken. E 1977, bloaz a-raok e varv d'an oad a 74 vloaz, e voe deroet dezhañ an titl a Vest Meur Etrebroadel.
Berr-tre e voe red-micher Carlos Torre evel c'hoarier an echedoù, p'en em dennas ken abred diouzh an tournamantoù etrebroadel daoust d'an arbennigourien gwelout un danvez Kampion ar bed ennañ ; d'an darn vrasañ eus an dud e soñje e oa abalamour d'ur garantez kollet, met e-kerzh un atersadenn e tisklêrias C. Torre e oa abalamour da gudennoù arc'hant.

Doare da c'hoari kemmañ

Nebeut-tre a aoareoù solius da vuzuliañ galloud ur c'hoarier e-keñver ar re all a oa er bloavezhioù 1920. Mar klasker hiziv reiñ ur rank Elo dezhañ dre studiañ e grogadoù e c'heller tizhout 2560, da lavaret eo a-live gant Spielmann (1883-1942) ha Tartakower (1887-1956) ; un tammig kreñvoc'h eget Réti (1889-1929) hag Grünfeld (1893-1962) e vije bet, ha gwanoc'h eget tri C'hampion ar bed e vare : Emanuel Lasker (1868-1941), José Raúl Capablanca (1888-1942) hag Aleksandr Alec'hin (1892-1946).
Ur c'hrogad gounezet ha daou a-rampo eo bet disoc'hoù C. Torre enep an tri mestrc'hoarier : faezhet E. Lasker, rampo buan gant A. Alec'hin ha rampo gant poan e-tal J. R. Capablanca. Da 63% eus galloud an tri C'hampion ar bed ez eo bet lakaet hini C. Torre ; unan eus e zerverkoù e oa : seul greñvoc'h e eneber, seul welloc'h e c'hoarie, ha meur a wech en deus kollet dirak tud kalz gwanoc'h egetañ.
Dibar e oa e zoare d'en em lec'hiañ war an tablez, hag ur mailh e oa war ar gadouriezh (an "taktik").

Oberenn skrivet kemmañ

E 1926 e voe embannet e Leningrad ur studiadenn rusianek bet skrivet gantañ hag anvet Как Формируется Шахматист Kak Formiruyetsya Shakhmatist, "Penaos e stummer ur c'hoarier echedoù", a voe embannet e New York e 1926 dindan an talbenn saoznek Development of Chess Ability hag e Buenos Aires e 1944 gant an titl spagnolek El desarrollo de la habilidad en ajedrez ("Diorrodaur an ampartiz war c'hoari an echedoù") ma lenner ar frazennoù-mañ :

El desarrollo de nuestra habilidad no consiste en que lleguemos a ser conocedores de las aperturas y diestros en los finales, porque no hay desarrollo sin armonía... Debemos empeñarnos principalmente en jugar todas las fases de la partida igualmente bien; esto es, jugar al ajedrez.
"Diorren hon ampartiz n'eo ket dont da anavezout an digoroù ha bezañ ampart war an diwezhioù, rak n'eus ket a ziorroadur hep unvaniezh... Dav eo dimp dreist-holl strivañ evit c'hoari mat ingal holl bazennoù ar c'hoari ; da lavarout eo, c'hoari an echedoù[1].

Lasker, Capablanca hag Alec'hin a veze lakaet da skouerioù gant C. Torre bepred, Emanuel Lasker o vezañ e levezon bennañ.

Hêrezh kemmañ

Tagadenn Torre ha Difenn Mec'hikan kemmañ

Daoust d'e red-micher bezañ bet berr-kenañ e lezas Carlos Torre Repetto daou daol-c'hoari nevez war e lerc'h e bed an echedoù : un dagadenn anvet "Torre" hag un difenn "mec'hikan".

Tagadenn Torre Difenn Mec'hikan
Tagadenn Torre a reer eus un derioù serr, frammet-start, hag a gas d'ur c'hrogad kadouriezheloc'h eget boazet ; lavaret e vefe e tispak ar c'hoarier e bezhioù hep teurel nep pled da fiñvoù an eneber. Tagañ tu ar roue du (bannoù e—h) eo ar pal, a-raok c'hoari Me5 adalek f4 ha dilec'hiañ Th1 d'an trede renk (Th3, g3 pe g3). Dav eo d'an eneber bezañ evezhiek-tre adalek penn-kentañ ar c'hrogad !
Fiñvoù pennañ
  1. d4 Mf6
  2. Mf3 e6
  3. Fg5 d5
  4. e3 c5
  5. Mbd2 Fe7
  6. c3 Md7
  7. Fd3 (...)
abcdefgh
8
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
Goude 3. Fg5 d5
  • Zoken pa ne c'hoari ket an eneber 2. ... e6 ha 3. ... d5 ez a Tagadenn Torre en-dro :
    1. d4 Mf6 ; 2. Mf3 g6 ; 3.Fg5 Fg7 ; 4.Mbd2 O-O ; 5. e3 e6 ; 6.Fc4 (...)
Gant Carlos Torre e voe ijinet an Difenn Mec'hikan (anvet "difenn tango an daou varc'heg" ha "difenn tango" ivez), a c'hoarias da gentañ e-tal ar mestr alaman Fritz Sämisch e 1925 e Baden-Baden.
Fiñvoù pennañ
  1. d4 Mf6
  2. c4 Mc6!?
abcdefgh
8
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
Goude 2. ... Mc6!?
  • Dilezel a reas an difenn-mañ diwezhatoc'h, met n'eo ket bet dizarbennet c'hoazh.

El molino kemmañ

El molino ("ar vilin"), a anver la lanzadera ("ar vulzun") ivez, zo un oberadenn kaset gant ur Farouell hag un Tour enep ar Roue eneber.
Gant Carlos Torre e voe ijinet e-kerzh ur c'hrogad brudet enep E. Lasker e Moskov e 1925.

  • Merkit e voulc'has C. Torre ar c'hrogad gant an dagadenn Torre.
Moskov, 1925 •   C. Torre - E. Lasker  
  1. d4 Mf6
  2. Mf3 e6
  3. Fg5 c5
  4. e3 cxd4
  5. exd4 Fe7
  6. Mbd2 d6
  7. c3 Mbd7
  8. Fd3 b6
  9. Mc4 Fb7
  10. De2 Dc7
  11. O-O O-O
  1. Tfe1 Tfe8
  2. Tad1 Mf8
  3. Fc1 Md5
  4. Mg5 b5
  5. Ma3 b4
  6. cxb4 Mxb4
  7. Dh5 Fxg5
  8. Fxg5 Mxd3
  9. Txd3 Da5
  10. b4! Df5
  11. Tg3 h6
  1. Mc4 Dd5
  2. Ce3 Db5
  3. Ff6 Dxh5
  4. Txg7+ Rh8
  5. Txf7+ Rg8
  6. Tg7+ Rh8
  7. Txb7+ Rg8
  8. Tg7+ Rh8
  9. Tg5+ Rh7
  10. Txh5 Rg6
  11. Th3 Rxf6
  1. Txh6+ Rg5
  2. Th3 Teb8
  3. Tg3+ Rf6
  4. Tf3+ Rg6
  5. a3 a5
  6. bxa5 Txa5
  7. Mc4 Td5
  8. Tf4 Cd7
  9. Txe6+ Rg5
  10. g3 (1–0)
abcdefgh
8
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
Goude 24. ... Db5
abcdefgh
8
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh
Goude 43.g3

Krogadoù brudet kemmañ

 
Torre vs Tartakower, Moskov 1925

Ouzhpenn ijinadenn "ar vilin" e Moskov 1925 enep Emanuel Lasker eus chomet meur a grogad bet c'hoariet gant Carlos Torre en e live uhelañ.

  • Torre vs Adams, New Orleans, 1920 (1-0)[2]
  • Torre vs Yates, Marienbad, 1925 (1-0)[3]
  • Capablanca vs Torre, Moskov, 1925 (1/2-1/2)[4]
  • Torre vs Alec'hin, Baden-Baden, 1925 (1/2-1/2)[5]
  • Marshall vs Torre, Baden-Baden, 1925 (0-1)[6]

Levrlennadur kemmañ

  • (en) Gabriel Velasco : The life and games of Carlos Torre, Russell Enterprises, 2001 (ISBN 978-1-888690-07-1)
  • (es) Filberto Terrazas Sanchez, El águila caída, ur romant a-zivout e vuhez.

Liammoù diavaez kemmañ


Notennoù kemmañ

  1. (es) El desarrollo de la habilidad en ajedrez. Kavet : 09/01/2022.
  2. Chessgames. Kavet : 09/01/2022.
  3. Chessgames. Kavet : 09/01/2022.
  4. Chessgames. Kavet : 09/01/2022.
  5. Chessgames. Kavet : 09/01/2022.
  6. Chessgames. Kavet : 09/01/2022.