Carmina Gadelica a zo un pikol teskad kantikoù, kanaouennoù-pobl, barzhonegoù, krennlavarioù, geriaouegoù, istorioù kozh pe hengounel ha traoù gwelet en natur, c'hwec'h levrenn ennañ, dastumet etre 1860 ha 1909 gant Alexander Carmichael (1832-1912) en enezeier kornôg Bro-Skos, er Gouezelegva. Gant sikour e familh e notennas an dafar, a-raok treiñ, aozañ ha kempenn evit an embann.

Title page of volume 3

Oberourien hag embannadurioù kemmañ

Gant Alexander Carmichael, e dud-kar hag e vignoned e voe prientet embannadur an div levrenn gentañ e 1900 hag ober a reas e verc'h, Ella, war-dro an adembannadur a zeuas er-maez e 1928. Dre lizhiri Carmichael e komprener e oa bet raktreset ul levrenn all d'an nebeutañ. Diwar ar paperioù legadet gantañ e prientas e vab-bihan, James Carmchael, un trede levrenn e 1940 hag ur pevare e 1941. Ur pempet levrenn, kanaouennoù dreist-holl, a zeuas er-maez e 1954 a -drugarez d'ar c'helenner skol-veur, Angus Matheson (1912-1962). Hemañ, harpet gant e vreur, William, a gempennas embannadur ar c'hwec'hvet levrenn, ur pikol geriaoueg ha veneger enni, hag a zeuas er-maez e 1971.
E 1992 e voe graet un droidigezh saoznek kentskrivet gant John MacInnes. E 2006 ec'h embannas an ti-embann Floris dindan stumm ul levr an holl levrennoù asambles, Ortha nan Gàidheal : Carmina Gadelica.

Liammoù diavaez kemmañ