Carola Wasa, pe Carola von Wasa-Holstein-Gottorp pe Caroline Fredrika Franciska Stephanie Amalia Cecilia av Wasa (1833-1907), a oa ur briñsez svedat hag a voe diwezhañ rouanez rouantelezh Sachsen.

Carola Wasa
Carola Wasa, e 1899.

Merc'h e oa da Gustav von Swedenborg ha da Luise von Baden (1811–1854), ha merc'h-vihan da Gustav IV Adolf, roue Sveden diskaret en 1809.

Adalek deroù ar bloavezhioù 1850 e oa brudet da vezañ unan eus kaerañ priñsezed Europa. Klask a oa warni da zimeziñ, ha kaoz a voe d'he reiñ da Napoleon III, impalaer Bro-C'hall, kenderv a-bell dezhi. He zad avat a enebas, en abeg ma oa bet bec'h etre tiegezh Sveden ha hini Bonaparte da vare Bernadotte ha Napoleon.

Dimeziñ kemmañ

En 1852, enep d'he zad, e troas Carola war-du ar gatoligiezh. D'an 18 a viz Mezheven 1853 e timezas e Dresden d'ar priñs pennhêr Albert von Sachsen. Bugel ebet n'o doe.

Rouanez kemmañ

En 1873, pa varvas e dad, e voe anvet ar priñs Albert da roue evel Albert Iañ von Sachsen.

En 1884, dindan askell ar briñsez Viktoria von Baden, pried da briñs pennhêr Sveden, e voe graet ar peoc'h etre an Tiegezh Vasa, a oa bet diskaret gant he zad-kozh Gustav IV Adolf, hag an Tiegezh Bernadotte a rene e Sveden. Ur veaj a reas Carola hag Albert da Sveden.

Intañveziñ a reas en 1902, ha mervel e 1907.

Levrlennadur kemmañ

  • Schimpff, George von. Aus dem Leben der Königin Carola von Sachsen: zur fünfundzwanzigjährigen Regierungs-Jubelfeier Seiner Majestät des Königs und Ihrer Majestät der Königin. Leipzig: J.C. Hinrichs, 1898.
  • Almanach de Gotha, Gotha 1887 und 1901
  • Hultman, H.: Prinsen av Vasa, Stockholm 1974
  • Louisa of Tuscany, Ex-Crown Princess of Saxony: My Own Story, London 1911