Catalina de Erauso (Donostia, Gipuzkoa, 1592- Cuitlaxtla, Mec'hiko, 1650), lesanvet ar Monja Alférez, a voe ul leanez ha soudardez euskarat.

Catalina de Erauso

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Miguel de Erauso ha María Pérez de Gallárraga y Arce. Yaouankik e oa pa voe lakaet en ur gouent e Donostia, e karter el Antiguo. Feuls e oa he zemz-spered, ha ne glote ket kaer gant ar vuhez-se. Goude un tamm kann gant ul leanez he devoa kredet skeiñ ganti e voe kraouiet en ur gell. Tec'hel a reas, gwisket e koueriad. 15 vloaz e oa neuze.

Ha hi war he zreid betek Valladolid. Alese ez eas da Vilbo. Atav e veze gwisket en paotr, troc'het berr he blev, dindan meur a anv, evel Pedro de Orive, Francisco de Loyola, Alonso Díaz, Ramírez de Guzmán pe Antonio de Erauso. War a greder n'he devoa ket tresoù flour ur plac'h, pezh a oa ur skoazell dezhi. Goude ez eas da Andalouzia, da Sanlúcar de Barrameda ma lestras da vont da Amerika. En Perou ez eas da soudard dindan meur a gabiten.

En 1619 e stourmas e Brezel Arauco a-enep an Indianed mapuche en Chile a vremañ. Brud a dapas evel soudard kalonek, ampart gant an armoù, hep diskuliañ e oa ur plac'h.

Gant ar perzhioù-se e tapas bezañ alférez. Er bloavezhioù-se, diouzh a ouzer, e kemeras perzh e tabutoù ha kannoù evel a veze alies etre ar soudarded.

Levrlennadur kemmañ

  • Historia de la monja alférez. Amigos del Libro Vasco, Echevarri,1986.
  • Historia de la monja alferez Da. Catalina de Erauso. Catalina de Erauso. Barcelona : Imp. de José Tauló, 1838
  • Miguel de Erauso (senior), el abuelo de la Monja Alférez : una inmersión en la vida donostiarra (1592). José Ignacio Tellechea Idigoras. En: Boletín de estudios históricos sobre San Sebastián. n. 39 (2005), p. 81-154
  • Doña Catalina de Erauso : la monja alferez : IV centenerio de su nacimiento. José Ignacio Tellechea Idigoras. ISBN 84-7173-205-X

Romantoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ