Cesare Iañ Gonzaga

Cesare Iañ Gonzaga (15301575) a oa kont Guastalla adal 1557 betek e varv.

Cesare Iañ Gonzaga.

Mab henañ ar c'h-condottiero Ferrante Iañ Gonzaga (1507-1557) hag Isabella di Capua e oa.

Digant e vamm en doe an titl a gont Amalfi ivez. Ouzhpenn-se e oa dug Ariano ha priñs Molfetta.

Da 28 vloaz, d'an 21 a viz Mae 1558, e voe anvet da penngomandant arme Lombardia gant Felipe II, Roue Spagn. D'an 12 a viz Meurzh 1560 e timezas gant Camilla Borromeo, c'hoar Carlo Borromeo, eskob ha sant, ha nizez da Giovanni Angelo de' Medici, nevez-anvet da bab evel Pi IV.

Sevel a reas an Accademia degli Invaghiti e Mantova, er palez en devoa bet digant e dad.

E 1567-68 e kasas e lez eus Mantova betek Guastalla, ma chomas betek e varv. Eno e roas labour d'an tisavour hag ijinour Francesco da Volterra.

Ur serc'h en doa, Diana di Cordona hec'h anv.

E vab Ferrante a voe kont Guastalla war e lerc'h.