Chañ-Mai Skragn

skrivagner brezhonek

Yann-Vari Skragn (Jean-Marie Le Scraigne en ti-kêr), graet Jañ-Mari Skragn ha Chañ-Maï Skrañgn anezhañ ivez), bet ganet d'an 2 a viz Mezheven 1920 er Fao, e parrez An Uhelgoad ha marvet eno d'an 11 a viz Kerzu 2016, a voe ur c'honter hag ur skrivagner brezhonek ha gallek.

Yann-Vari Skragn
Ganedigezh 2 a viz Mezheven 1920
An Uhelgoad
Breizh Breizh
Marv 11 a viz Kerzu 2016
An Uhelgoad

Micherioù Merer
Piker-mein
Konter
Skrivagner

Buhez kemmañ

Ganet e voe e ti mererien e Kervinaoued an Traoñ (Kervinaouet Izelañ bremañ). Tost da drizek vloaz e oa pa voe ret dezhañ kuitaat ar skol daoust dezhañ bout ur skoliad eus ar re wellañ, evit mont da sikour gant e dud en atant.
E 1947, d'an oad a 27 vloaz, e timezas gant Louise Kras hag eñ ha distreiñ d'ar Fao. Eno e voe o chom e-pad trizek vloaz tre betek 1960 da vare « ar cheñch mod », mekanikoù nevez hag all, an dud o verniañ dle hag o labourat noz-deiz evit lakaat dle. Betek neuze e oa bet merer, met d'an oad a 40 vloaz, e 1960 end-eeun, e rankas dilezel ar vicher abalamour ma oa re start dezhañ gant seizh bugel da vagañ.
Dre-se eo aet da biker-vein, da labourat er mengleuzioù dalc'het gant e vreur a oa bet yaouank-tre da zeskiñ ar vicher kalet-se. Hennezh en devoa daou bark pe dri, lakaet deñved enno, el lec'h m'edo ar vengleuz. E-pad ugent vloaz, betek e rakleve e 1980, e voe Yann-Vari Skragn ur piker-mein. Adalek e 60 vloaz e reas war-dro deñved e vreur.

E 1986 e voe savet ur c'henstrivadeg kontadennoù e brezhoneg gant ar CMB : an ao. Skragn a lakaas e anv hag a dapas ar priz kentañ, ur veaj da Yougoslavia. Tamm-ha-tamm, diwar goulennoù an dud, ez eas da gonter, met gwall alies e veze ret dezhañ lakaat ar chontadennoù e galleg evit bezañ komprenet gant al lod brasañ eus an dud, touristed anezho dreist-holl, tud hag a zeue da Vreizh Izel da bourmen, ha c'hoant ganto da c'houzout a-zivout ar vuhez a-wechall ha penaos e veze diduet an dud da noz.

Oberennoù kemmañ

Levrioù kemmañ

Kleweled kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennom kemmañ

  1. Benel eo "brezel" en Uhelgoat.


  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  Porched al Lennegezh vrezhonek – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezh vrezhonek.