Gwalenn
Mil nozvezh hag unan

Ali Baba hag an daou-ugent laer
Chahrazad
Chahryar
Galland (Antoine)
Lamp Aladdin
Levr ar mil nozvezh hag unan
Sindbad ar martolod hag e seizh beaj

En ur geñver

Kontadenn
Lennegezh arab
Lennegezh ar Grennamzer
Lennegezh pers


Chahrazad (perseg: شهرزاد Šahrzād; LFE: [ʃəˌherəˈzɑːd, -ˈzɑːdə]) eo anv ar gonterez e-barzh Levr ar mil nozvezh hag unan. Rouanez ha pried ar roue Chahryar eo-hi.

Atav e vez gevier ha troioù en danevelloù hag an holl danevelloù zo tro kavet gant Chahrazad ivez.

Doganet e voe ar c'halif ha neuze e voe disfiz ha fulor ennañ a-enep an holl vaouezed. Touiñ a reas dimeziñ bemdez gant unan nevez ha houmañ lazhet an deiz war-lerc'h.

Evit ma echuas roll ar re varv e kinnigas Chahrazad bezañ pried ar c'halif. Ha tro enni e krogas da zibunañ un istor ha na voe ket echuet da veure. Reiñ a reas ar c'halif un nozvezh d'e bried ha nozvezhioù all evit gouzout fin un istor ha na echuas morse. Padout a reas an afer tri bloavezh, tri bugel a c'hanas Chahrazad. Keit ha ma troas kein ar c'halif d'e lavar: delc'her a reas Chahrazad gant he buhez. Red an oberenn

Frammet eo an danevelloù gant istor Chahrazad rak ur mell strollad istorioù kemmesk eo ar mil nozvezh hag unan gant kontadennoù empret an eil e-barzh eben. D'ar c'halif e lavar e vaouez istorioù, gant tudoù enno hag a zanevell un istor, o hini a-wezhioù ha fabloù ennañ.