Charente (departamant)

departamant gall
Charente
Ardamezioùlogo
Charente (departamant)
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Akitania-Nevez
Pennlec'h
(prefeti)
Angoulême
Isprefetioù Cognac
Confolens
Prezidant ar c'huzul-departamant François Bonneau
Prefed Marie Lajus
Kod EBSSA 16
Kod ISO 3166-2 FR-16
Kod Eurostat NUTS-3 FR531
Poblañsouriezh
Poblañs 351 718 ann. (2020)[1]
Stankter 59 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 45° 49′ 59″ Norzh
0° 19′ 59″ Reter
/ 45.833, 0.333
Gorread 5 956 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 3
Pastelloù-bro 4
Kantonioù 19
Etrekumuniezhioù 9
Kumunioù 366

Ar Charente (e galleg hag ent-ofisiel; Charanta en okitaneg; poateveg-santoñjeg: Chérente) a zo un departamant (niverenn 16) e kornôg-kreiz Bro-C'hall, en Angoumois gozh evit ur braz, er rannvro Akitania-Nevez hiziv. Dont a ra an an anv eus ar stêr Charente. Angoulême eo ar pennlec'h anezhañ. Un drederenn eus an departamant a zo en Okitania.

Istor kemmañ

Savet e oa bet an departamant da heul an Dispac'h Gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790, war dachenn ar broviñs kozh Engoumaes. Adalek henoadvezh uhel ar maen e oa bet annezet avat. Gant pobl ar Santones e oa bet dalc'het kent an aloubidigezh roman. Un departamant artifisiel eo, evel alies evit an departamantoù. Dont a ra al lodenn vrasañ eus an tiriad eus an Angoumois met al lodenn su a zeu diwar ar Saintonge, ha tammoù eus Poatev a zo ivez en norzh, hag eus Bro-Lemojez (March) er biz.

 
Departamant ar Charente hag ar proviñsoù kozh.


Yezhoù kemmañ

Un tammig en tu-mañ d'un drederenn eus an tiriad a zo er vro okitanek, el lodenn reter. Ar peurrest a zo er vro c'hallek, gant ar rannyezh poateveg-santoñjeg.

 
Bro okitanek Charente


Arondisamantoù Charente kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA