Charles-Henri Sanson

Charles-Henri Sanson, graet Sanson anezhañ an aliesañ, ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1739 hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Gouhere 1806, a oa ur bourev gall. An titl ofisiel evit e labour a oa "exécuteur des hautes œuvres de Paris". Labouret en devoa e-pad ren Loeiz XV, Loeiz XVI, hag e-pad ar C'hentañ Republik C'hall. Dreistbrudet eo bet evit bezañ bet bourev ar roue Loeiz XVI ha pennoù bras ar Reveulzi c'hall evel Danton, Camille Desmoulins ha Robespierre. Eus ur familh bourevien e oa, ha lakaet en doa tud d'ar marv e-pad 40 vloaz. Istimañ a reer en dije lazhet un 3000 den bennak.

Tresadenn ijinet eus Charles-Henri Sanson gant Eugène Lampsonius evit ar romant Un épisode sous la Terreur gant Balzac.
Ur bourev pe "exécuteur des hautes œuvres" e-pad ren Loeiz XV

Pennadoù kar kemmañ