Charles Dorat, bet ganet Charles Goldblat d'an 21 a viz Genver 1906 e Pariz IV (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 19 a viz Meurzh 1997 e Le Perreux-sur-Marne (Val-de-Marne, Bro-C'hall), a oa un aktour sinema hag ur saver senario gall.

E vuhez kemmañ

Kroget e oa gant e vicher a aktour kenkent ha 1930 gant David Golder, kentañ film komz ar filmaozer gall Julien Duvivier : ur perzh dister a zalc'he ennañ, e-kichen steredenn ar mare-se Harry Baur. Kenlabourat a reas gant ar filmaozer spagnol Luis Buñuel da-geñver e film Las Hurdes e 1933. Tost e chomas ouzh Julien Duvivier hag e 1937 ez eas da skoazeller-sevener e film Un carnet de bal.

En eil lodenn eus e vicher e kemeras perzh en un nebeud filmoù estren evel azasaour an divizoù gallek anezhe, reoù James Bond en o zouez.

E filmoù er sinema kemmañ

Evel aktour : eizh film kemmañ

Evel saver senario : daou film kemmañ

Evel azasaour : unnek film kemmañ

Liamm diavaez kemmañ