Chester William Nimitz, Sr., ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1885 ha marvet d'an 20 a viz C'hwevrer 1966, a oa un amiral en United States Navy. Ur roll a bouez en deus bet en istor morlu ar vro hag en Eil Brezel-bed evel penn ar flodad stadunanat er Meurvor Habask, ha penn kirri-nij ar Morlu hag an nerzhioù dilestrañ. Nimitz a oa an den arbennikaet e Morlu SUA a-fed listri-spluj. Diplomet a-fed listri-spluj pa oa yaouank, graet en doa war-dro treiñ luskerioù tri lestr, ar pezh a vo diazez evit ar Stadoù-Unanet Amerika a-benn kaout ar c'hentañ lestr-spluj nukleel an USS Nautilus.

Chester Nimitz
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denChester William Nimitz Kemmañ
Anv-bihanChester Kemmañ
Anv-familhNimitz Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 C'hwe 1885 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFredericksburg Kemmañ
Deiziad ar marv20 C'hwe 1966 Kemmañ
Lec'h ar marvYerba Buena Island Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhGolden Gate National Cemetery Kemmañ
BugelChester Nimitz, Jr. Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Michernaval officer Kemmañ
KargHigh Commissioner of the Trust Territory of the Pacific Islands, Chief of Naval Operations Kemmañ
Bet war ar studi eNaval War College, United States Naval Academy, Warren Local High School, Tivy High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1905 Kemmañ
Strollad etnekGerman Texan Kemmañ
Grad milourelfleet admiral, admiral, rear admiral, captain Kemmañ
Korf an armeUnited States Navy Kemmañ
Darvoud-alc'hwezposthumous birth Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library Kemmañ
Roll elfennoùQ96472703 Kemmañ
Chester William Nimitz (~1960)

Deiziad ha renkoù kemmañ

  United States Naval Academy Midshipman – Genver 1905
Ensign Isletanant Lieutenant Letanant komandant Komandant Kabiten
O-1 O-2 O-3 O-4 O-5 O-6
           
7 a viz Genver 1907 Renk lammer 31 a viz Genver 1910 29 a viz Eost 1916 1añ a viz C'hwevrer 1918 2 a viz even 1927
Commodore Isamiral Besamiral Amiral Amiral flodad
O-7 O-8 O-9 O-10 O-11
         
Renk lammet 23 a viz Even 1938 Renk lammet 31 a viz Kerzu 1941 19 a viz Kerzu 1944

D'ar mare ma oa bet lakaet Nimitz da dizhout ar renk a amiral, an United States Navy n'en devoa ket dalc'het ar rank a (Commodore). Nimitz a oa bet lakaet neuze da Kabiten betek Isamiral. Dre divizh ar C'hongress e tizhas ar renk a Besamiral hag e teuas da vezañ Amiral e miz Kerzu 1941.

Nimitz ne oa ket bet gant ar renk a Isletanant, lakaet e oa bet da vezañ Letanant leun goude tri bloavezh o vezañ ensign. Evit abegoù melestradurel, dielloù morlu Nimitz a embanne oa bet lakaet da dizhout ar renk a isletanant ha letanant ar memes devezh[1].

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Archival service record of Chester Nimitz, "Awards and dates of rank", National Personnel Records Center, embannet e 2008