Chosun Ilbo (hangeul : 조선일보 ; hanja : 朝鮮日報 "Pemdeziek Korea") zo unan eus teir c'hazetenn bemdeziek vrasañ Korea ar Su.

Logo ar gazetenn Chosun IIbo
Chosun Ilbo
kazetenn
Deiziad krouiñ5 Meu 1920 Kemmañ
Titl조선일보 Kemmañ
McCune-Reischauer romanizationChosŏn Ilbo Kemmañ
Revised romanizationJoseon Ilbo Kemmañ
StadRepublik Korea Kemmañ
Ideologiezh politikelnational conservatism Kemmañ
Sez sokialSeoul Kemmañ
Bro orinRepublik Korea Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvkoreaneg, saozneg, yezhoù sinaek, japaneg Kemmañ
Newspaper formatbroadsheet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.chosun.com/ Kemmañ

Krouet eo bet er bloaz 1920 gant Sin Sogu, he c'hentañ prezidant o vezañ Jo Jin-Tae, just war-lec'h emsavadeg ar 1añ a viz Meurzh 1919 a-enep dalc'hidigezh Korea gant Japan. Mirour eo he zu politikel.

Gant e embregerezh Digital Chosun e ra Chosun Ilbo war-dro al lec'hienn gelaouiñ Chosun.com hag a ro tro da lenn a gazetenn en-linenn e saozneg, e sinaeg hag e japaneg.

Chosun.com zo bet lakaet da lec'hienn-gelaouiñ gentañ Korea ar Su gant Rankey.com, al lec'hienn gorean enklask war ar Genrouedad.

Er gazetenn c'hall Courrier international e kaver troidigezh lod testennoù bet embannet e Chosun Ilbo.

Istor kemmañ

Krouidigezh, 1919-1929 kemmañ

E miz Gwengolo 1919, c'hwec'h mizvezh goude emsavadeg vroadelour gorean ar c'hentañ a viz Meurzh enep dalc'hidigezh Korea gant Japaniz ha da heul Disklêriadur dieubidigezh Korea e voe krouet ar "Gevredigezh unvaniñ evit seveniñ ar Chosun Ilbo" a oa he fal genel ar gazetenn Chosun Ilbo.

E miz Here 1919 e voe embannet splann palioù ar gevredigezh hag, a-dreñv ar gazetenn da zont, "krouidigezh hag emled ur sevenadur nevez".

D'ar 5 a viz Meurzh 1920 e voe krouet ar gazetenn gant Sin Sogu, ha Jo Jin-Tae evel kentañ prezidant[1].

Ar gazetenn nevez-krouet a ro tro da lenn testennoù flemmus ha taer a-enep politikerezh ar gouarnamant korean tuet gant Japan.

Miz goude embannadur kentañ ar gazetenn, er pevare niverenn deiziadet d'an 28 a viz Ebrel, Chosun Ilbo a voe lakaet bec'h warni goude un destenn a save enep dimeziñ ret ar priñs Kim Yeong-chin gant ar briñsez japanaat Yi Pang-Ja (Ri Masako e japaneg).

Adal ar 15 a viz Eost 1920 ha donedigezh Yu Mun-hwan da zanvez prezidant Korea e krogas ar brezel etre ar gazetenn Chosun Ilbo ha kontrollerezh impalaeriezh Japan. Meur a wech e voe diembannet Chosun Ilbo goude un destenn digeriñ titlet « natur ar 27 a viz Eost », a roe da anavezout feulster an archerien genlabourerien d'an impalaeriezh japanat ha feulster lu Japan diwar goust ar Goreaned. Ar wech kentañ en istor ar c'hazetennerezh korean e voe ma weled ur berz embann ouzh ur gazetenn.

Tri devezh goude ma vefe adroet ar gwir da embann e krogas un eil emgann etre ar gazetenn Chosun Ilbo ha kontrollerezh impalaeriezh Japan dre embannadur un destenn anvet « Perak ez eo bet diembannet hor gazetenn gant ar gouarnamant hollek ? » d'ar 5 a viz Gwengolo 1920. Ar gazetenn a voe nac'het he embann ur wech c'hoazh evit un mare didermen.

D'an 9 a viz Ebrel 1921 e voe dilennet Nam Gung-Hun da drede prezidant ar gazetenn Chosun Ilbo. Dindan e gemenn e voe tizhet milvet embannadur ar gazetenn d'ar 6 a viz Even 1923. Ar gazetenn a voe ouzhpennet dezhi ha d'ar strollad kazetennerien ur strollad skridaozañ d'an 28 a viz Even, talvoudus e voe dre ma tegasas un hent a-vicher.

D'an 22 a viz Gouere 1924 e voe un embann rannvroel eus Chosun Ilbo, 4 fajenn enni, e Kyungbuk.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Notennoù ha daveennoù kemmañ