Chwitffordd (Whitford e saozneg) zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh e kontelezh Sir y Fflint, e Kembre. Emañ er c'hornôg da Dreffynnon. E 2011 e oa poblet gant 2 322 a dud, ha 470 anezho (20,7%) a oa kembraegerien[1].

Iliz an Itron-Varia ha Sant Beuno, e Chwitffordd

Dont a ra an anv Chwitffordd eus anv saoznek al lec'h, Whitford ("roudouz wenn" pe "roudouz ledan").

Ganet e voe an naturour brudet Thomas Pennant e maner Downing, e Chwitffordd, e 1726. Ul levr a savas Pennant diwar-benn istor kornad Chwitffordd.

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.