Cinn Tìre (e gouezeleg, “penn tir” e brezhoneg), Kintyre (e saozneg), zo ul ledenez e kornôg Skos, e mervent Argyll ha Bute.

Pelec'h emañ Cinn Tìre (Kintyre, e saozneg)
Tour-tan Kintyre.
An aod e biz ledenez Kintyre pa seller war-zu Skipness ha Sound of Bute
Kastell Skipness

Douaroniezh kemmañ

En em astenn a ra war-hed un 50 km, eus ar Mull of Kintyre (brudet gant ur ganaouenn gant Paul McCartney) er c'hreisteiz, betek East Loch Tarbert, en hanternoz.
Hir ha strizh eo al ledenez eta, ha n'eus ket muioc'h eget 18 km etre an div aod reter ha kornôk. Lanneier torgennek eo an douaroù a zo livenn-gein al ledenez. Pinvidik eo douaroù an arvor avat, ha priziet e oant gant an alouberien, Skoted deuet eus Ulaid, pe Vikinged war o lerc'h. Tre en hanternoz d'al ledenez emañ ar c'horn-bro anvet Knapdale.

Kêrioù ha kêriadennoù Cinn Tìre kemmañ

Brasañ kêr ar c'horn-bro eo Campbeltown (9 km dre an hent diouzh ar Mull, tamm-pe-damm), a zo bet ur vourc'h-roue abaoe kreiz an 18vet kantved. E-pad pell eo bet dalc'het armerzh an tiriad gant ar pesketa hag al labour-douar, daoust da Gampbeltown bezañ brudet evit fardañ unan eus ar wiskioù gwellañ a zo, ar “Springbank” liestitlet en o zouez.

Lec'hioù da weladenniñ kemmañ

  • Iliz Clachan (daroù krennamzerel engravet )
  • Iliz Kilchenzie
  • Abati Saddell
  • Kastell Skipness
  • Kastell Tarbert

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ