Ar Cinque Terre (ligureg : Çinque Taere) zo pemp kêriadenn en hanternoz da borzh La Spezia, anezho un darn eus ar Riviera italian e Liguria, war un aod torgennek ha serzh.

A gornôg da reter emañ Monterosso al Mare, Vernazza, Corniglia, Manarola ha Riomaggiore. Stag int ouzh Park broadel ar Cinque Terre abaoe 1999.