Clarence Freeman a zo bet ganet e Plainfield, Connecticut (SUA) e 1863 ha marvet e Providence, Rhode Island (SUA) e 1909.

Mestrc'hoarier damoù algonkin eus SUA. E-unan e teskas lenn ha skrivañ. C'hoari damoù e teskas ivez.

Graet e voe outañ Peerless Player of Providence (C'hoarier dibar Providence).

Trec'h e voe war tri c'hoarier brudet: J. Wyllie, C. Barker hag A.J. Heffner.

Kampion damoù SUA e 1884, 1885, 1890 ha 1907.

Sellet e vez outañ evel Kampion Bedel an Damoù e 1905.