Claude Auclair (La Barre-de-Monts, 1 a viz Mae 1943 - Naoned, 20 a viz Genver 1990) a oa un tresour hag ur senarioour bannoù-treset breizhat brudet er bloavezhioù 1970 ha 1980. E oberenn a denn d'ar skiant-faltazi goudeapokaliptek (Jason Muller, Simon du Fleuve), da Geltia (Bran Ruz), d'an ekologiezh ha d'ar minorelezhioù sevenadurel.

Buhez kemmañ

Goude bezañ tremenet e vugaleaj er Geunioù Brezhon e tiloj e dud da Naoned pa'z eo 10 vloaz. Studiañ a ra an arzoù-kaer e kêr an Duged ha mont a ra goude da veajiñ tro-dro ar mor Kreizdouar e 1967. Pa tistro e addizolo ar bannoù-treset ha kregiñ a ra da embann e labour er c'helaouennoù. E 1970 e embann an heuliad Jason Muller e-barzh Pilote, ar vandenn-dreset goudeapokaliptek kentañ, skrivet ar senario anezhi gant Jean Giraud evit an daou istor kentañ ha goude gant Pierre Christin. E 1971 e krou e Tintin La Saga du Grizzly, ur western a-du gant an Indianed, ha goude Les Naufragés d'Arroyoka gant Greg.

Ar bloaz goude e nac'h Goscinny kenderc'hel gant Jason Muller, ha Claude Auclair a ra evit Record "Catriona Mac Killigan", istor emsavadeg ar Skosiz a-enep Londrez (gant Jacques Acar). Aozañ a ra evit Tintin 6 albom eus e bennoberenn "Simon du Fleuve", un heuliad goudeapokaliptek ekologour hag a ra berzh e-mesk al lennerien. Jeu zo gant Lombard ha paouez a ra an heuliad e 1978. "Cité N.W n°3", 5vet albom "Simon du Fleuve", zo embannet e Tintin e 1978, ar vandenn-dreset diwezhañ senarizet gantañ e-unan.

Mont a ra e-barzh ar mizieg belgiat hollvrudet (À suivre) hag aozañ a ra un oberenn all, "Bran Ruz" (1978-1981, gant Alain Deschamps). E brezhoneg eo an titl orin, ha troet eo an albom e brezhoneg ivez. Kenderc'hel a ra gant ar bed keltiek gant Tuan Mac Cairill (1982, gant Deschamps), ha war-lerc'h gant ar sklaverezh e "Le Sang du flamboyant" (1984, gant François Migeat). Tresañ a ra e 1981 golo albom Alan Stivell Terre des vivants. Etre 1988 ha 1990 e ra gant Alain Riondet pevar istor nevez eus "Simon du Fleuve". E 1989 e embann e-barzh (A SUIVRE) "Celui-là" gant ar memes senarioour, met mervel a ra d'an 20 a viz Genver 1990 diwar ur c'hleñved hir a-raok bezañ gouest da echuiñ an eil albom, ar pezh a zo graet gant Jacques Tardi ha Jean-Claude Mézières evit gallout kinnig anezhañ d'al lennerien.

E oberenn kemmañ

Un diaraoger eus ar skiant-faltazi goudeapokaliptek e voe Claude Auclair. An denelouriezh, difenn ar pobloù hag an ekologiezh zo e-kreiz e oberenn.

Notennoù ha daveoù kemmañ