Claude de Kernevenoy

Claude de Kernevenoy a oa bet eskob Treger eus 1566 da 1572.

Brizhet etre aour ha gul; e c'hrenngonk en argant karget gant pemp erminig lammellet

Buhez kemmañ

Breur e oa da François de Kernevenoy. Abad Bear e oa pa voe anvet da eskob Treger gant ar roue e 1566, war lerc'h Jean Juvénal des Ursins.

Nac'het e voe gant ar Pab.

Dilezel a reas Claude de Kernevenoy e eskopti e 1572.

Jean-Baptiste le Gras e zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur kemmañ

  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014