Clive Barker

Skrivagner, filmaozer saoz

Clive Barker, ganet d'ar 5 a viz Here 1952, zo ur skrivagner, senarioour ha filmaozer saoz. Barker zo bet brudet adal ar bloavezhioù 1980 gant un heuliad danevelloù, el levr Books of Blood, hag a vrudas e anv e bed ar skrivagnerien spont. Kendalc'het en deus abaoe da skrivañ romantoù hag a zo bet adsavet e stumm filmoù. Ar re vrudetañ o vezañ Hellraiser ha Candyman. Bet eo ivez pennbroduer ar film Gods and Monsters.

Clive Barker e 2007

Livadurioù ha skeudennoù Barker zo bet diskouezet e palieroù er Stadoù Unanet koulz hag en e levrioù. Krouet en deus tudennoù evit bannoù-treset, ha brudet-mat eo e istorioù spont hag ar bannoù-treset savet diwarno.