Colijn de Coter (1446 - 1538) a oa ul livour flamank, hag a labouras e Messina e Sikilia, e-pad eil lodenn ar XVvet kantved.

Badeziant Sant Libertus, gant Colijn de Coter (1490), Mirdi Messina

E bennoberenn a zo un daolenn a ziskouez An diskenn diwar ar Groaz, hag he gwelout a c'heller e Mirdi Rannvro Messina. War a seblant ne vefe an daolenn-se nemet lodenn un daolenn kalz brasoc'h. Hervez Thieme-Becker e vije bet ul lodenn eus un oberenn veur a vije bet heskennet ha dasparzhet er bed a-bezh. Marteze e vije bet dasparzhet e 1678, pa rankas pinvidien Messina paeañ goude o emsavadeg c'hwitet a-enep da vesroue Spagn.