Confederate States Army

Lu Stadoù Kengevreet Amerika (saozneg: Confederate States Army, CSA) anvet ivez Lu ar Su a oa bet savet d'an 28 a viz C'hwevrer 1861 evit difenn Stadoù Kengevreet Amerika savet ar memes bloavezh pa oa bet ar 7 Stad kentañ er Su o tiskleriañ an disrann diouzh ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika
Lu
Deiziad krouiñ28 C'hwe 1861 Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Diellaouet gantNational Archives and Records Administration Kemmañ
StadStadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Aozadur mammConfederate States War Department Kemmañ
Deiziad divodadur26 Mae 1865 Kemmañ
Banniel brezel Stadoù Kengevreet Amerika

Roet e oa bet lamm dezhi goude ma vije bet trec'het e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865).

Derc'hel al linenn betek penn (saozneg: "Holding the Line at All Hazards") gant William Gilbert Gaul

Istor lu Stadoù Kengevreet Amerika kemmañ

D'an 28 a viz C'hwevrer 1861 ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a vot evit sevel ul lu emzifenn savet gant tud a youl vat ha dindan urzhioù Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika, an ez-koronal Jefferson Davis.

Etre ar 6 hag an 9 a viz Meurzh 1861 ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a sav lezennoù milourel spisoc'h gant ar pal kaout ul lu dibad. Ne c'haller ket gouzout pet a dud o deus servijet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika abalamour ma oa diglok pe distrujet rolloù Stadoù Kengevreet Amerika. Dre-vras e vez laret e vefe bet etre 750 000 hag ur 1 000 000 soudard. Gant ar sifroù-se ne vez ket kontet ar sklaved enrollet evit al labourioù e-maez ar stourm nag ar sklaved pe sklaved dieubet a emezelas el lu. Ne vez ket kontet kennebeut an niver a soudarded a servijas en Nerzhioù morlu Kengevreet.

Renkoù hag ardamezioù kemmañ

Renkadur an ofiserien e lu Stadoù Kengevreet Amerika
Jeneral Koronal Letanant Koronal Major Kabiten Kentañ Letanant Eil Letanant
             
Enlisted rank structure
Serjant Major Quartermaster Sergeant Serjant urzhier Kentañ serjant
       
Serjant Kaporal Soner Soudard
    ardamez ebet ardamez ebet

Lu Stadoù Kengevreet Amerika en doa un doare da choaz an ofiserien disheñvel eus al luioù all an holl ofiserien dindan ar renk a Jeneral brigadenn a oa choazet dre ur vot gant ar soudarded dindan o urzhioù.

Soudarded zu kemmañ

 
Marlboro ur soudard du heulier d'e vestr

Soudarded du a oa bet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika. Chomet e oa dianav ar fed-se betek nepell 'zo met studiadennoù a grog da vezañ savet evit kompren gwelloc'h piv, perak ha pet a dud du a oa bet o stourm evit ar Su.

Lu Stadoù Kengevreet Amerika hiziv kemmañ

 
Adsevel istorel, Lu Stadoù Kengevreet Amerika ouzh ar stourm

Lu Stadoù Kengevreet Amerika a vez implijet kalz er Stadoù-Unanet evit an adsevel istorel. E su ar Stadoù-Unanet e vez ul liamm karantezus don etre annezidi an tiriad ha simboloù Stadoù Kengevreet Amerika, anezho re Lu Stadoù Kengevreet Amerika.

 
Confederate Memorial Day en Arlington National Cemetery e 2014

]]

Adkemer er sevenadur kemmañ

 
Sydney Adamson argad ar rebeled

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.

Filmoù kemmañ

Bandennoù-treset kemmañ

Sonerezh kemmañ