Flavius Iulius Crispus (300/303-326) a oa mab henañ an impalaer roman Constantinus Iañ hag e bried Minervina. N'ouzer mann eus an dimeziñ-se, na penaos ec'h echuas, nemet e tle bout c'hoarvezet a-raok 307, pa zimezas Constantin gant Fausta, merc'h da Vaximianus Herculius. N'ouzer ket ivez pegoulz e oa ganet Crispus.

Solidus Crispus, graet da lidañ trec'h e dad Constantinus Iañ war ar C'hoted e 323
Mogerlivadur ouzh terest palez Crispus e Trier, ma weler darn eus tiegezh Constantinus Iañ: Crispus n'emañ ket

Caesar kemmañ

Constantinus a lakaas e vab Crispus da Gaesar e 317, war un dro gant e vreur Constantinus yaouank, e Serdica (a zo Sofia hiziv). Dre deir gwech e voe anvet Crispus da gonsul : e 318, 321 ha 324. Dimeziñ a reas d'ur vaouez anvet Helena, hag ur bugel o doe e 322.

Karget e oa bet da zifenn harzoù ar Roen ha trec'h e voe war ar Franked e 320 ha war ar C'hoted e 324. E 323 e oa bet trec'h en Hellespont, war vor eta, war Licinius, ha dre-se e kemeras perzh e trec'h e dad.

Marv kemmañ

E 326 e voe lazhet war urzh e dad Constantin, e Pola en Istria (hiziv Pula e Kroatia). Er bloaz-se end-eeun e voe lazhet e lezvamm Fausta war urzh Constantin ivez. N'ouzer ket petra a c'hoarvezas gant gwreg ha bugale Crispus.

D'an istorourien a vremañ n'eus abeg splann ebet d'ar muntroù-se. Re amzer Constantinus zo mut diwar-benn kement-se. Hervez an istorour bizantat Zosimus (VIvet kantved) ha hervez Jean Zonaras war e lerc'h (XIIvet kantved), e voe tamallet da Grispus gant e lezvamm bezañ klasket kousket ganti, ken ez eas droug en e dad impalaer. Pa gomprenas Constantin e oa gaou an tamall e lakaas lazhañ Fausta.

Gouez d'an istorour frank Grégoire de Tours (VIvet kantved) e vije bet un irienn gant Crispus a-enep e dad Constantinus. Ret eo lavarout e oa chomet pagan Crispus, evel Fausta, ha diwar-se e c'hallfe bezañ bet bec'h etre int hag an impalaer kristen.

War ar pezhioù moneiz roman en e anv e weler ur paotr yaouank, dezhañ ar meneg nob caesar ("Caesar Nobl") ha war an tu all a-wechoù ar meneg principis iuvventvti ("Briñs ar Yaouankiz"). Piloù all a lid e drec'hioù war an alamaned pe a enor Yaou, Meurzh pe Sol Invictus ; vertuzioù personaet a ziskouezont a-wechoù.

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) Henry Cohen.Description historique des monnaies frappées sous l'Empire Romain. Paris : Rollin & Feuardent, 1861 • En-linenn. Kavet : 08 Gwengolo 2023.