Cristofano Allori (17 a viz Here 1577 - 1añ a viz Ebrel 1621) a oa ul livour italian. Mab e oa d'al livour Alessandro Allori. Bronzino a veze graet anezhañ, evel eus e dad, hogen trec'h d'e dad e oa evit c'hoari gant al livioù.

Judit ha penn Holofern, livet gant Cristofano Allori

E oberenn vrudetañ eo Judit gant penn Holofern war ziskouez er Palez Pitti. E batrom evit an daolenn e oa e serc'h Mazzafirra, a weler ivez en un daolenn all gantañ, Madalen. Tud zo a lavar eo penn an arzour emañ o terc'hel.