Crytek a zo un embregerezh produiñ c'hoarioù video krouet e 1999 gant tri breur a orin Turkia Cevat, Avni ha Faruk Yerli, e Frankfurt am Main en Alamagn.

Crytek
sevener c'hoarioù video
Tachenn obererezhioùvideo game industry Kemmañ
Deiziad krouiñ1999 Kemmañ
Anv e kanaクライテック Kemmañ
DiazezerCevat Yerli Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Ezel eusGAME, game, Unterhaltungssoftware Selbstkontrolle Kemmañ
Furm lezennGesellschaft mit beschränkter Haftung Kemmañ
Lec'h diazezCoburg Kemmañ
IsaozadurCrytek Hungary Kemmañ
Perc'henn warCrytek UK, Q4036713 Kemmañ
Sez sokialFrankfurt am Main Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
ProduCryEngine, meziant Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.crytek.com/ Kemmañ

An embregerezh a zo brudet mat dre ijin al lusker c'hoari CryEngine hag an heuliadoù c'hoarioù Far Cry ha Crysis.

D'an 3 a viz C'hwevrer 2009, Crytek a adpren Free Radical Design, ur studio sevel c'hoarioù video saoz brudet evit an heuliad c'hoarioù tenn kentañ sell: TimeSplitters. An embregerezh a vez adanvet Crytek UK. Eost 2009, e Crytek e adkaver 550 implijiad, gant un 60 bennak anezho o labourat war al lusker niverennel CryEngine nemetken. Mae 2011, Crytek en deus 500 implijiad, an hanter anezho o labourat en Alamagn.

Mae 2011, un 50 implij a vez lamet e Crytek Budapest, goude choaz Microsoft, da gas seveniñ ar c'hoari Codename Kingdoms (deuet da vezañ Ryse: Son of Rome) da strollad Frankfort. Skour Crytek e Budapest n'eo mui nemet un tregont a dud o labourat ennañ ha labourat a ra dreist-holl war ar sevel c'haorioù video evit an tabletennoù niverennel.