Cyprien Ntaryamira (6 a viz Meurzh 1955 - 6 a viz Ebrel 1994) a oa ur politikour eus Burundi, bet prezidant ar vro e 1994.

Cyprien Ntaryamira
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBurundi Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCyprien Ntaryamira Kemmañ
Anv-bihanCyprien Kemmañ
Anv-familhNtaryamira Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Meu 1955 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCommune of Mubimbi Kemmañ
Deiziad ar marv6 Ebr 1994 Kemmañ
Lec'h ar marvKigali Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvsurface-to-air missile Kemmañ
Micherpolitiker, agricultural engineer Kemmañ
KargPresident of Burundi, Minister of Agriculture of Burundi Kemmañ
Bet war ar studi eNational University of Rwanda Kemmañ
Strollad politikelFront for Democracy in Burundi, Burundi Workers' Party Kemmañ

Kregiñ a reas gant e studioù e Bujumbura met, goude c'hwitadenn emsavadeg an Hutued e 1972, e voe ret dezhañ tec'hel kuit diouzh e vro ha kavout repu e Rwanda. Goude bezañ tapet un diplom war al labourerezh-douar e skol-veur Butare e 1982 e tistroas da Vurundi. E 1986 e kemeras perzh e krouidigezh ar strollad politikel FRODEBU (Front pour la Démocratie au Burundi) hag a voe trec'h e dilennadeg demokratel kentañ ar vro e 1993. Ntaryamira a voe anvet da vinistr al labourerezh-douar gant ar prezidant nevez Melchior Ndadaye. Goude lazhadenn hemañ gant soudarded e miz Here 1993 en em gavas Sylvie Kinigi e penn ar Stad. E miz Genver 1994 e tivizas ar Parlamant envel Ntaryamira da brezidant. Kregiñ a reas gant e garg d'ar 5 a viz C'hwevrer 1994.

Ne chomas nemet daou viz er garg-se kar d'ar 6 a viz Ebrel 1994 e voe taget karr-nij Juvénal Habyarimana, prezidant Rwanda, ma oa ivez Ntaryamira. An daou brezidant a voe lazhet hag an darvoud-se a voe kaoz eus ar gouennlazh a c'hoarvezas e Rwanda.