Dülmen

kumun alaman

Dülmen ([ˈdʏlmən]) zo ur gêr alaman e distrig Coesfeld, e Stad Nordrhein-Westfalen, etre Münster hag ar Ruhr. Ur gêr a-vent gant Sant-Brieg eo, 46 523 a dud enni e 2016 war ur gorread a 184,83 km² (8,5 gwech ec'honoc'h eget Sant-Brieg). Brasañ kêr an distrig eo.

Dülmen


An ti-kêr
 51° 51' 9" N - 7° 11' 49" R

Dülmen Dülmen

Melestradur
Bro Alamagn Alamagn
Stad  Nordrhein-Westfalen
Distrig Münster
Arondisamant Coesfeld
Maer Elisabeth Stremlau (SPD)

Gwerzhid eur UTC +1 / +2
Kod post 48249
Kod pellgomz 02548, 02590, 02594
Douaroniezh
Gorread 184,83 km²
Uhelder
 • Izelañ
 • Uhelañ

46 m
150 m
Poblañsouriezh
Poblañs 46 523 ann. (2016)
Stankted 252 ann./km²


Dülmen en Arrondisamant Coesfeld

Internet www.duelmen.de

Diorroet ez eus bet ur mell reizhiad forzhioù evit an divrodegoù e kêr, setu ma teu un niver bras a dud d'he gweladenniñ, rak brudet eo Dülmen evit he c'hezeg gouez (Dülmener Wildpferde) ha dreist-holl en abeg d'ar gevrinadez Anna Katharina Emmerick (1774-1824), a varvas eno.

Ardamezioù kemmañ

  « En aour e groaz velchonek en glazur » eo deskrivadur skoed Dülmen en ardamezouriezh.
 Sant Viktor, paeron kêr, a weler war siell goshañ kêr, e 1312 ; e groaz velchonek hepken a veze lakaet war ar pezhioù moneiz e dibenn ar XVIvet kantved. E deroù an XVIIIvet kantved e voe dibabet evel arouez Dülmen, gant al livioù glas ha melen.

Douaroniezh kemmañ

Lec'hiet eo Dülmen e kreiz kompezenn ar Münsterland, e Park naturel an Hohe Mark-Westmünsterland, etre uhelennoù ar Baumberge ha kêr Vünster er biz, re ar Borkkenberge er su ha re an Hohen Mark er mervent. Pellikoc'h er su e red ar stêr Lippe.

Pemp distrig ha div gumun zo e Dülmen. An distrigoù a gonter eus an norzh d'ar su a-du gant bizied an horolaj : Rorup en norzh, Buldern er biz, Hiddingsel er reter, Hausdülmen er mervent ha Merfeld er gwalarn. Kreiz kêr ha karter an iliz eo an div gumun ; nav c'hêriadenn war ar maez zo stag ouzh an iliz-parrez.

Istor kemmañ

IXvet kantved

Pobladoù german a veve er Münsterland hag e trowardroioù Dülmen, e meur a atant strewet dre ar c'hornad, unan anezho o ren war ar re all. Goude ma voe aloubet ar vro gant ar Franked hag an abostolerezh kristen e voe staliet ur melestradur politikel ha relijiel en un abati. War-dro 800 den a voe lakaet e dalc'h Dülmen, a zo meneget evit ar wech kentañ evel Dulmenni e marilh tailhoù an abati e 889.

XIIvet kantved - XIVvet kantved

Er bloaz 1115 e voe boulc'het sevel kastell aotrouien Dülmen, an Haus Dülmen (Ti Dülmen).
E 1299 e voe preizhet ar gêriadenn gant ar c'hont Eberhard I von der Mark ; da heul ar gwalldaol-se e voe gwarezet gant ur voger-dro ha fozioù.
Adalek 1305 e voe lez an aotrouien e-kichen an nor anvet Lüdinghauser Tor, er reter. D'an 23 a viz Ebrel 1311 e voe grataet gwirioù ur gêr da Zülmen gant Ludwig II, priñs-eskob Münster ; ouzhpenn ur gouarnamant peuzemren he devoe kêr ar gwir da zerc'hel ur marc'had. E 1323 e voe savet an iliz-parrez Sant-Viktor war tachenn an iliz chabistr.
Adalek 1328 e voe meret kêr gant maered hag a veze dilennet bep daou vloaz.

XVvet kantved

E 1404, ar maer hag ar c'huzul-kêr a brenas un dachenn evit sevel an ti-kêr. E 1414 e voe un ospital e Dülmen evit degemer ar beorien, an Heilig-Geist-Spital ("Ospital ar Spered Santel").
Dek vloaz goude, e 1424 neuze, e voe rannet beli eskopti Münster e daouzek bann, unan anezho e Dülmen, ar pezh a badas betek 1803. E 1434 e voe kenemglev etre ar chabistr ha pennadurezhioù kêr evit goprañ ur c'helenner.
E 1457 e voe digoret kouent Agnetenberg gant leanezed Urzh sant Eosten deuet eus Münster. Trizek vloaz goude, e 1470, ez emezelas marc'hadourien Dülmen e Kevre an Hansa.
Ar renabl koshañ eus ar boblañs hag a zo deuet betek ennomp eo hini 1498, ma voe kontet 288 tiegezh ha 780 den oadetoc'h eget 12 vloaz.

XVIvet kantved

Er bloaz 1507 e tivizas pemp kumun kendeuziñ evit bout meret gwelloc'h gant kêr Zülmen. E 1538 e voe barnet tri advadezour ha kondaonet d'ar boan a varv. Pa voe ar vosenn oc'h ober he reuz e kêr e 1566 e voe kaset pourvezioù d'he annezidi gant o amezeien e Münster.
Chantele an iliz Sant-Viktor, hag a oa bet savet e dibenn ar bloaz 1500, a voe nevesaet e 1579. Daou vloaz war-lerc'h, an aotrou a lakaas herzel yuzevien hag a oa deuet d'en em staliañ e kêr hep bout aotreet d'en ober.
E 1581, e-kerzh Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz etre Spagn hag an Izelvroioù (1568-1648) e voe adaozet ar milisoù ha kreñvaet ar mogerioù-difenn, ar pezh na viras ket ma voe skoet Dülmen koulz gant ar Spagnoled ha gant Izelvroiz e 1591.

XVIIvet kantved

E bloaz kentañ ar c'hantved (1601) e voe ouzhpennet un tour, ur mell koupolenn hag garidoù gotek d'an iliz Sant-Viktor. E kerzh ar brezel ivez, e 1623, e voe digoret dorioù kêr gant soudarded an Impalaeriezhde facto neuze e voe torret an emren hag a oa bet aotreet da Zülmen e 1311.
Div vaouez e voe devet e-kerzh peder sizhun e 1628 goude bout bet kondaonet evel sorserezed. Bloaz war-lerc'h e voe distrujet un drederenn eus kêr gant un tan-gwall ; drastet ivez e voe an dorioù hag ar mogerioù-difenn. Ur bloavezh dibar e voe 1635, pa voe Dülmen e dalc'h ugent lu disheñvel an eil war-lerc'h egile ; goude bout bet eno e-pad pell e voe puret kêr gant goprsoudarded Hessen e 1651. E 1670 e voe muzuliet heuliadoù ar brezel : 123 zi gwastet, 79 anezho o vout annezet gant peorien.
E 1679 e voe savet Chapel ar Groaz (Kreuzkapelle) e-kichen Lüdinghauser Tor evit kêriz hag ar bloueziaded.

XVIIIvet kantved

Ul linenn treuzkas dre rederig Mûnster-Dülmen-Köln a voe digoret e 1723. E 1752 e voe staliet e Dülmen ur strilherezh greun gant Johann Heinrich Schücking.
E 1761, e-kerzh ar Brezel Seizh Vloaz (1756-1763), e voe lakaet diskar an darn vrasañ eus ar mogerioù-difenn gant ar c'homandant gall Charles de Rohan-Soubise, p'edo e penn Arme ar Roen ar roue Louis XV.

XIXvet kantved
 
An houarnouriezh Eisenhütte Prinz Rudolph, c. 1880

Er bloaz 1802 ez eas ar gevrinadez Anna Katharina Emmerich da leanez e kouent Agnetenberg, d'an oad a 28 vloaz.
Goude diskar priñs-eskob Münster e 1803 ez eas bann Dülmen da get ivez ; troet e voe en ur gontelezh dindan beli duged c'hall an tiegezh Croÿ, ha ne voe mui maer ebet ; e 1811 e voe lonket ar Münsterland a-bezh gant an Impalaeriezh C'hall Kentañ. Napoleon Iañ a lakaas terriñ chabistr an iliz-parrez ha serriñ kouent Agnetenberg.
Pa voe Dülmen dindan beli roue Prusia e 1816 e voe lakaet e distrig Coesfeld. E 1824 e varvas A. K. Emmerich e Dülmen en he 50vet vloaz, goude bout gouzañvet merkoù ar Bassion e-pad pell.
E 1828 e voe peuzechuet an hent Wesel–Haltern am See–Dülmen–Münster (84 km)[1] hag a oa bet boulc'het gant Napoleon Iañ ; brasaet e voe ar strilherezh Schücking, ma voe staliet ur veilh dre vurezh.
Pa lakaas dug Croÿ sevel ur c'hastell e Dülmen e fizias al labourioù en embregerezh Aloys Kirschner, a dreuzkasas e sez eus Havixbeck (arondisamant Coesfeld) da Zülmen end-eeun e 1834. D'ar mare-se e krogas greanteladur kêr, gant staliadur al labouradeg houarnouriezh Eisenhütte Prinz Rudolph e 1842.
Tizhet gant an dispac'hoù niverus a renas en Europa e 1848 e voe kêr ivez, pa voe un emsavadeg kouerien hag artizaned : distruj lod kambroù er c'hastell a rejont, stlepel ar prenestroù war ar varc'hadourien hag ar gargidi, preizhañ ar stalioù bevañs ha boeson.
Er bloaz diaraok e oa bet savet he iliz gant kumuniezh ar brotestanted ; e 1857 e voe lakaet da barrez zistag gant he c'honsistor hag ar gouarnamant. Ur sinagogenn nevez a voe savet e 1863 er Münsterstraße ("straed Münster").
Er bloaz 1870 e voe digoret an hent-houarn Essen-Münster evit an treuzdougen etre ar Ruhr ha Hamburg. Tri bloaz goude e voe staliet e Dülmen ar wiaderezh vekanikel Bendix, 100 kador enni, e Lüdinghauser Straße. Ur porzh houarn meur a estaj dezhañ a voe savet e 1875 war an hent-houarn Dortmund–Gronau.
E dibenn ar c'hantved (1897) e tivizas kuzul-kêr Dülmen krouiñ ur greizenn karget da bourchas dour ha gaz d'an dud.

XXvet kantved
 

An ti-skol relijiel gozh, anavet evel "ar skol latin" pe "skol ar rektorelezh", a voe troet d'ul lise e 1912. En daoust d'un enebiezzh kreñv, Iliz ar Groaz-Santel a savas un eil iliz katolik e Dülmen er bloaz 1936.
E-kerzh Nozvezh ar strink (9-10 a viz Du 1938), nazied an SA a dangwallas ar sinagogenn. E deroù an Eil Brezel-bed e voe bombezet Dülmen e 1940 evit ar wech kentañ gant ar C'hallaoued, hag a oa o klask distruj un dastumlec'h kuzh ma veze miret trelosk evit al Luftwaffe. Yuzevien diwezhañ kêr — dek den war an oad — a voe kaset da reter Alamagn e 1941-42 ; siwazh dezho, drouklazhet e voent diwezhatoc'h en ur c'hamp-bac'h nazi. Nebeut a-raok diwezh ar brezel e voe distrujet kreiz kêr penn-da-benn gant strolladoù bombezerioù ar Gevredidi.

Buan e voet adsavet tiez ha labouradegoù Dülmen adalek 1946 ; e 1956 e voe lidet an ti-ker nevez. E 1963 e voe gevellet Dülmen gant ar gêr c'hall Mézières (Ardennes).
Tri bloaz goude e voe staliet kazarn 7vet rejimant kanolierezh ar Bundeswehr e kêr, ar pezh a greñvaas an armerzh a-drugarez d'un dastumlec'h pourvezioù arbennik hag armoù nukleel. Bloaz goude e voe skarzhet an hanter eus gopridi ar wiaderezh Bendix, pa droas war-du ar fardañ neud kribinet.
Kemmet e voe melestradur an tiriad e 1975, dre kendeuziñ kumunioù ha krouiñ pemp distrig. C'hwec'h vloaz goude, e 1981, e voe staget Dülmen ouzh ar gourhent A43 Wuppertal-Münster (92 km)[2]
A-c'houde digoradur an harzoù etre Republik Kevreadel Alamagn er c'hornôg ha Republik Demokratel Alamagn er reter e 1990 e voe gevellet Dümlen gant kêr Fehrbellin (Brandenburg).
E 1993 e voe klozet al labouradeg Bendix da get, 120 vloaz goude he c'hrouidigezh e Dülmen ; ganti ez eas da get brasañ greanterezh kêr, ur gwalldaol evit he armerzh.

XXIvet kantved

Ne voe mui Dülmen ur gêr warnizon adalek 2003, pa voe tennet an unvezioù hag a oa en arsav enni.

 
Karter St. Viktor, 2012
Bürgermeister Dülmen, 1945-2015
Maer(ez) Strollad Mouezhioù %
2015 Elisabeth Stremlau Dizalc'h 13 458 71,2
2009 SPD 12 359 55,3
2004 Jan Dirk Püttmann CDU 11 182 50,9
1999 Jan Dirk Püttmann CDU 13 270 63,9
1994 Dorothea Hainke SPD * *
1986 Karl Ridder CDU * *
1958 Hans-Rudolf Schlieker CDU * *
1957 Wilhelm Telohe Zentrum * *
1953 Josef Espeter CDU * *
1949 Wilhelm Telohe Zentrum * *
1947 Josef Espeter CDU * *
1946 Wilhelm Brücher SPD * *
1945 Karl Sicking * * *
Kêrioù gevell

Skeudennaoueg kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Heimatveren Dülmen : 1311 - 2011. 700 Jahre Stadt Dülmen. Aus der Reihe: Dülmener Heimatblätter, Heimatveren Dülmen, 2011 (ISBN 978-3-00-033480-1) — 700vet deiz-ha-bloaz Dülmen
  • MENKE, A. : Duelmener Lesebuch Band I ...wenn dat Swin an dat Mess mott!, Laumann, 1991 (ISBN 978-3-87466-144-7) — Lenn e rannyezh Dülmen
  • MURKEN, Jens : Dülmen - Lebensgeschichten und Alltag 1930-1960, Sutton Verlag, 2000 (ISBN 978-3-89702-204-1) — Ar vuhez pemdez e Dülmen, 1930-1960
  • POTTHOFF, Erik & RABICH, Dietmar : Dülmen - gestern und heute, Laumann Druck und Verlag, 2013 — (ISBN 978-3-89960-348-4) — Dülmen, dec'h hag hiziv
  • RABICH, Adalbert : Die Regionalgeschichte von Dülmen und Umgebung, Grin Verlag, 2011 [Levrenn 1] (ISBN 978-3-640-49261-9), [L. 2] (ISBN 978-3-640-80584-6), [L. 3] (ISBN 978-3-640-88219-9) — Istor rannvroel Dülmen hag he zrowardroioù, eus an Henamzer betek bremañ
  • SUDMANN, Stefan : Geschichte der Stadt Dülmen, Laumann Druck und Verlag, 2012 (ISBN 978-3-89960-348-4) — Istor Dülmen

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ