DC Comics a zo un ti-embann comic books amerikan. Ur skourr eus Time Warner eo. E-pad pell e oa staliet DC Comics e 666 Fifth avenue e New York ; er bloavezhioù 1990 eo bet kasetda 1700, Broadway. « DC » a dalvez « Detective Comics ». Div lodenn a zo ouzhpenn : Vertigo, gouestlet da istorioù faltazi ha Wildstorm gouestlet da istorioù skiant-faltazi ha da c’hourharozed modern.

Logo DC Comics

Istor kemmañ

Dont a ra DC Comics eus kenteuziñ tri zi-embann : National Allied Publications, Detective Comics, hag All-American Publications. An daou gentañ anezho a genteuzas er bloavezhioù 1930 a-benn sevel National Comics (anvet National Periodical Publications da c’houde). An trede hini a voe adprenet e 1945. D’ar mare-se e oa « DC »ul logo a vije lakaet war golo al levrioù.

 
Golo Infinite Crisis, niv.1, gant George Perez

A-benn diskoulmañ ar c’hudennoù a savas pa voe embannet troioù-kaer kozh ha re nevez harozed zo, hag evit lakaat klotañ re harozed bet prenet gant tiez-embann all, e voe embannet Crisis on infinite earths e 1985. Un heuliad rannet e daouzek lodenn eo, ulo lodenn eus an istor a zo bet skrivet gant Marv Wolfman ha treset gant George Perez. En heuliad-se e voe kemmet da vat ar pezh a oa kinniget ganbt DC betek-henn : echu gant ar bedoù lies, ur mennozh hag a oa bet implijet e-pad bloavezhioù, hag a oa amsklaer. En heuliad-se ez eas neuze ul lodenn eus gourharozed DC da get, ha staliet e voe ur bed nevez, a-benn nevesaat da vat holl gourharozed DC Comics.

E 1998 e voe adprenet Wildstorm gant DC.

E 2005 e rankas pennoù DC respont da bolitikerezh embann Marvel Comics hag a oa o paouez krouiñ Ultimate Marvel. Krouet e voe neuze an tikedenn All-Star, a-benn kinnig istorioù gourharozed vrudetañ DC Comics, kinniget en un doare aes evit ma c'hellfe forzh piv lenn anezho ha savet gant tresourien diouzh ar c'hiz. An daou heuliad kentañ a voe All Star Batman and Robin, The Boy Wonder gant Frank Miller ha Jim Lee ha Superman gant Grant Morrison ha Frank Quitely. Er memes bloavezh e voe modernaet ivez logo DC.

Harozed DC Comics kemmañ

 
Golo The Death of Superman, Superman niv.75, miz Genver 1995. Savet gant Dan Jurgens ha Brett Breeding

Treserien ha senarioourien kemmañ

Liamm diavaez kemmañ