Ur pennad Dafne zo ivez.

Daphne (Δάφνη e gregach, da lavarout eo "lore"), a oa merc'h an doue-stêr Peneios hag an naiadenn Kreousa, pe hini an doue-stêr Ladon, hervez doare arkadian ar vojenn.

"Apollon ha Dafne", gant Antonio Pollaiuolo, XVvet kantved.
Dafne hag Apollon war he lerc'h, livet gant Giovanni Battista Tiepolo, XVIIIvet kantved.

Ar vojenn kemmañ

Skuizh e oa aet Eros gant an doue Apollon a rae goap eus e ampartiz war ar gwaregata. Ouzhpenn-se, a-hervez, e kave torr-penn klevout Apollon o kanañ. Fellout a reas dezhañ ober noaz d'an doue. Tennañ a reas ur saezh warnañ ha setu an doue aet sot gant Dafne, pa ne oa-hi ket troet gantañ. Hag eñ da redek war he lerc'h dre ar vro. Ma'z eas ar paourkaezh plac'h da c'houlenn skoazell digant an doue-stêr Peneios, he zad hervez ar vojenn. Hag eñ treiñ anezhi e lore, arouez ar yaouankiz hollbadus. Diwar neuze e voe sakr al lore d'an doue.

Levrlennadur kemmañ

Gwelout ivez kemmañ

Liammoù kemmañ