An Damnonii a oa ur bobl vrezhon e derou an eilvet kantved kent J-K hag a veve er vro a zo kreisteiz Bro-Skos hiziv. Meneget ez int en oberenn Claudius Ptolemaeus, ma implij ar gerioù damnonii ha Damnii da livañ anezho. Krediñ a reer e komzent ur yezh predenek rak en o zachenn e voe lec'hiet Rouantelezh Strathclyde diwezhatoc'h. Netra ne anavezer diwar-benn o istor e-pad ar marevezh roman avat, hag un darn eus o zachenn a zo lec'hiet e rannvroioù a vo piktek diwezhatoc'h : a orin piktek e c'hallfent bezañ eta.

Aloubiñ a reas ar Romaned ar rannvro dindan Agricola ha derc'hel a rejont ar vro etre savidigezh Moger Hadrian e 122 ha 164. Er marevezh-se eo e skrive Claudius Ptolemaeus.

Er gevred dezho e oa ar Votadini o chom.

O anv kemmañ

Rivet & Smith, p. 343 :

  • Ptol. II, 3, 7 : DAMNONII / DAMNII
  • Ptol. II, 3, 8 : DAMNONIOS / DAMNIOS
  • Ravenna 10820 : DAUNONI / DANNOM(I)

Ganto, hervez Ptolemaios, kêrioù : Colania (Camelon ?), Vindogara (c. Irvine), Coria (Barochan Hill ?), Alauna (Ardoch), Lindum (Drumquhaasle ?), Victoria (Inchtuthil ?)