Daniel a zo haroz Levr Daniel unan eus levrioù an Tanac'h, renket er Skridoù, an trede lodenn, etre Levr Ester ha Levr Ezra. Er Bibl katolik e kaver anezhañ renket e-touez ar levrioù profedek etre hini Yehezkel ha hini Hoshea, kentañ levr ar profeded "vihan". Skrivet e voe Levr Daniel e-kerzh prantad heskinerezh Antioc'hos IV Epifan (175-164 kent JK) evit reiñ kalon d'ar Yuzevien.