Daniel Edward Howard

Daniel Edward Howard (4 a viz Eost 1861 e Buchanan - 9 a viz Gouere 1935 e Monrovia) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1912-1920).

Pa darzhas ar brezel-bed kentañ e klaskas Howard derc'hel gant ur politikerezh neptu, daoust ma oa techet da vont a-du gant ar gevredidi dre ma oa gronnet Liberia gant trevadennoù Bro-Saoz ha Bro-C'hall. Aotre a roas d'ar C'hallaoued da staliañ ur greizenn radio e Monrovia. Taget e voe neuze ar gêrbenn gant ul lestr-spluj alaman e 1917 ha rak-se e rankas Howard mont da-vat gant ar gevredidi ha disklêriañ brezel da Alamagn d'an 12 a viz Genver 1918.

Mont a reas ekonomiezh ar vro da fall e-pad ar brezel abalamour ma oa liammet-kreñv ouzh an ezporzhiañ : n'hallent ken al Liberianed ober kenwerzh na gant Alamagn, o c'heveler pennañ a-raok ar brezel, na gant ar gevredidi en abeg d'ur blokus alaman a-hed o aodoù.

E 1915 ec'h emsavas ar bobl Kru, disklêriet ganti he lealded da Vreizh-Veur hag he c'hoant da vezañ staget ouzh Sierra Leone. Gwasket e voe an emsavadeg gant sikour Amerikaned.

E 1919 e teuas Liberia da vezañ ezel eus Kevredigezh ar Broadoù.