Daouzek trevell Herakles

Daouzek trevell Herakles a zo un aridennad mojennoù eus Hellaz hag a ra dave da droioù-kaer an haroz Herakles goude ar binijenn roet dezhañ gant an doueez Hera. Dodekathlos a vez graet eus ar mojennoù-se e gregach.

An daouzek trevell kaset da benn gant Herakles. Tal ur sarkofagenn e marbr eus Luni, oberenn roman eus an IIIe kantved goude J.-K.

An trevelloù a voe gourc'hemennet gant ar roue Eurystheüs. An daouzek trevell a voe meneget gant Peisandros en ur meurgan skrivet tro-dro 600 kent JK, aet da gollet abaoe[1].

Treiñ foll a reas Herakles ma lazhas e wreg hag e vugale. Hag eñ da-gaout Pythia, evit gouzout penaos kaout an daspren. Apollo a guzulias dezhañ mont da servij Eurystheüs, roue Mykenai, e-pad dek vloaz, hag er c'heid-amzer-se eo e sevenas e gurioù[2].

Istor an danevelloù kemmañ

Kenstaget eo bet an daouzek danevell-se diwezhatoc'h, daoust ma'z eus re all c'hoazh diwar-benn an haroz-se. Lakaet e vez aozadur an daouzek trevell war gont ur varzhoneg, kollet abaoe, a zo bet skrivet gant Persandros, eus Enez Rodos, war-dro 600 kent JK.

Ar vojenn kemmañ

Herakles, mab d'ur vaouez ha d'an doue Zeus, en devoa sachet warnañ, kasoni an doueez Hera, pried Zeus. Gwarizi e-leizh a oa enni abalamour ma n'he doa bet mann d'ober e-barzh ganedigezh an haroz. Ha hi, droug enni, da lakaat ennañ ur barrad follentez, ma lazhas e wreg Megara hag o mibien.

Pa zeuas e skiant en-dro dezhañ ez eas da welout ar Pythia, da c'houzout penaos reiñ an dic'haou eus e dorfed. Hag ar velegez da ober Herakles anezhañ (Alkides e oa e anv a-raok) da lavarout dezhañ labourat evit Eurystheüs, e enebour a-gozh, ha d'ober ar pezh a c'hourc'hemennje.

Da gentañ ne oa nemet dek trevell da gas da benn, met Eurystheüs a lavaras ne gonte ket lazhañ naer-zour Lerna peogwir e oa bet sikouret gant Iolaos. Goude-se, war-lerc'h tro marchosioù Augeias e lavaras heñvel, war-zigarez m'en devoa Herakles goulennet arc'hant digant ar roue.

An daouzek trevell kemmañ

 
Herakles o lazhañ naer-zour Lerna, gant Antonio del Pollaiolo (v. 1460). Gwisket eo gant kroc'hen leon Nemea.

Setu int en urzh m'o c'haver gant Apollodoros (2.5.1-2.5.12):

  1. Lazhañ leon Nemea, ha n'halled ket toullañ e groc'hen, ha degas e groc'hen en-dro d'ar gêr ;
  2. Lazhañ naer-zour Lerna, a greske he fennoù outi en-dro kerkent ha ma vezent troc'het ;
  3. Bezañ trec'h da heizez Keryneia he zreid arem, krouadur sakr Artemis, hag he degas d'ar roue ;
  4. Degas hoc'h-gouez Erymanthos en-bev ;
  5. Naetaat marchosioù Augeias ha ne oant ket bet skarzhet gwech ebet ;
  6. Lazhañ evned lenn Stymfalos hag o devoa pluñv arem ;
  7. Degas tarv Minos, laeret gantañ, d'e zaskor d'e wir berc'henn Poseidon ;
  8. Tapout kezeg Diomedes, loened gouez a zebre kig ;
  9. Degas gouriz Hippolyte, rouanez an Amazonezed ;
  10. Laerezh oc'hen Geryon hag o degas da Hellaz ;
  11. Degas avaloù-aour liorzh an Hesperidezed, diwallet gant Ladon ;
  12. Diskenn d'an Ifernioù da chadennañ Kerberos, diwaller an Hades.

En e drevelloù e veze ur c'hompagnun gant Herakles peurvuiañ (un eromenos) : hervez lod e oa Likymnios, hervez lod all e oa e niz Iolaos.

Labourioù bihan kemmañ

Dek vloaz e voe Herakles o klask echuiñ an dek trevell-se. Troioù all a reas e-keit-se avat — pa oa o chom e-kichen Omfale da skouer : darn a vez graet trevelloù bihan anezho :

Ha re all c'hoazh.

Meneget eo evel unan eus an Argonaoted. Aet e vije war vor gant e niz Iolaos, a varvas e-kerzh an dro.

Levrlennadur kemmañ

  • Burkert, Walter (1987) : Greek Religion – Archaic and Classical, Wiley-Blackwell, 1991 (ISBN 978-0-631-15624-6)
  • Hard, Robin : The Routledge Handbook of Greek Mythology: Based on H.J. Rose's "Handbook of Greek Mythology", Routledge, 2003 (ISBN 978-0-415-18636-0)

Gwelout ivez kemmañ

Mammennoù kemmañ

  1. Hervez Walter Burkert, 1987.
  2. Hard, p. 253.



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.