Dark Angel (stirad skinwel)

Dark Angel a zo ur stirad skinwel amerikan a skiant-faltazi gant daou goulzad, ur stur-film a 83 munutenn, 40 rann a 42 vunutenn mui unan a 62 vunutenn. Krouet eo bet gant James Cameron ha Charles H. Eglee ha skignet etre an 3 a viz Here 2000 hag an 3 a viz Mae 2002 war rouedad FOX.

Logo Dark Angel

Skignet e voe ar stirad e Frañs etre ar 1añ a viz Gwengolo 2001 hag an 30 a viz Du 2002 war M6. Adskignet e voe war Téva etre 2002 ha 2003 adalek an 2 a viz Du 2004 war Fun TV 1, war W9 e 2006 hag adalek an 23 a viz Meurzh 2009 war NT12.

Kontañ ar ar stirad un darn eus buhez Max Guevarra (Jessica Alba), ur dreistsoudardez bet kemmet he gen ha tec'het diouzh ur greizenn enklask kuzh pa oa ur bugel. Klask a ra bevañ ur vuhez normal e kêr Seattle dammzistrujet; oc'h ober eus he seizh gwellañ evit chom hep bezañ paket hag o klask adkavout he "breudeur ha c'hoarezed" o gen kemmet a oa tec'het asambles ganti.

Bet eo bet filmet ar stirad e Vancouver.

Koustus eo bet stur-film Cameron a laboure evit ar wech kentañ evit ar skinwel ha brudet kaer eo bet gant FOX. Skignet e voe ar c'houlzad kentañ d'ar Meurzh da noz er Stadoù-Unanet. Berzh a reas; mat e voe ar barnadennoù ha resev a reas ar stirad meur a briz. Meulet e voe doare c'hoari Jessica Alba. Ne voe ket degemeret ken mat an eil koulzad. Koll a reas ar stirad sellerien ha paouezet e voe gantañ. Un toullad romantoù a gontas peurrest en istor ha krouet e voe ur c'hoari video diwar ar stirad.

An istor kemmañ

Koulzad 1 kemmañ

E 2009, un dreistsoudardez a 9 bloaz bet kemmet he gen hag anvet X5-452 (Geneva Locke) a dec'h gant un tregont all diouzh ur greizenn enklaskoù kuzh renet gant ar gouarnamant hag zoug an anv-kod Manticore. Ganet int bet eno, savet ha gourdonet evit bezañ soudarded ha lazherien. Daouzek a zu a-benn da chom war dec'h. Klask a ra ar c'horonal Lydecker adtapout anezho.

Un nebeud mizioù goude tec'h X5-452, d'ar 1añ a viz Gouere 2009, e krou sponterien ul luskadenn elektromagnetek a-us d'ar Stadoù-Unanet, o tistruj an darn vrasañ eus an urzhiaterioù har ar sistemoù kehentiñ. Reuz bras a zo er vro.

Dek vloaz war-lerc'h emañ X5-452, 19 vloaz dezhi (Jessica Alba), o stourm evit adkavout e breudeur ha c'hoarezed eus Manticore dindan an anv a Max Guevara. Emañ ar Stadoù-Unanet o pareañ goude ar gwallreuz, heñvel ouzh ur vro eus an Trede-Bed. Klask a ra bevañ an normalañ posupl ha tec'hout diouzh tud Manticore, bepred war he lerc'h. E-pad an deiz e labour evel plac'h-kefridi war varc'h-houarn e ti "Jam Pony Express" asambles gant he mignoned Original Cindy (Valarie Rae Miller), Herbal Thought (Alimi Ballard), ha Sketchy (Richard Gunn). E-pad an noz e laer evit gellout paeañ un enklasker evit adkavout he "breudeur ha c'hoarezed". E-kerzh ul laeroñsi e ra anaoudegezh gant Logan Cale (Michael Weatherly), ur siberkelaouenner hag a stourm dindan ul lesanv ("Ar Gedour" /"Eyes Only") ouzh ar bolitikerien hag ar gargidi gwerzhet a ren er Stadoù-Unanet. Genel a ra un darempred romantel etrezo ha kinnig a ra dezhi he sikour da adkavout an X-5 all ma ro harp dezhañ gant he barregezhioù dreistordinal en e stourm ouzh ar breinadur.

Kavout a reer ur wech an amzer hininennoù all eus ar rummad X5 er stirad, Zack (William Gregory Lee) peurgetket. E penn an hemolc'h renet gant Manticoreevit adkavout an dec'hidi e kaver Colonel Donald Lydecker (John Savage).

Tost eus dibenn ar c'houlzad ez eo trubarded Lydecker gant an hini a-us dezhañ ha krisoc'h egetañ c'hoazh, Elizabeth Renfro (Nana Visitor). Kuitaat a ra Manticore ha sikour a ra Max ha Zack da dagañ penngarter an aozadur. Gloazet -tre eo Max ha tapet. Zack, tapet ivez, en em lazh evit gellout reiñ da Vax ar galon X5 he deus ezhomm evit chom bev.

Koulzad 2 kemmañ

Embann a ra Logan petra eo Manticore war ar groaz. Divizout a ra Renfro deviñ ar savadurioù evit kuzhat ar prouennoù. Lazhet eo en afer. Dont a ra a-benn Max da dec'hout gant sikour Joshua (Kevin Durand), ur boud teuzgenek gant TDN ki. Dieubiñ a ra Max un toullad treuzgeneged all, en o-zouez Alec (Jensen Ackles), un X5 all, a labour goude e "Jam Pony Express". Adkavout a ra Max Logan a gouezh kerkent klañv da vervel. Dizoleiñ ar Max ez eus bet lakaet enni ur viruz krouet a-ratozh evit lazhañ Logan. Arabat eo dezho kaout an disterañ darempred korfel ma fell dezhañ chom bev.

Deskiñ a ra Max e oa Joshua ar c'hentañ treuzgeneg betkrouet gant Sandeman, diazezer Manticore.

Deskiñ a reer e oa bet krouet meur a vil bloaz zo ur rummad dreistsoudarded gant ur sektenn tost en he stumm ouzh an Illuminati. Enebiñ a ra ar re-mañ eus treuzgeneged Manticore. Deskiñ a reer goude ez eo Ames White (Martin Cummins), un den karget gant ar gouarnamant da adkavout an dec'hidi, un ezel eus ar sektenn. Pa zeu war wel war groc'hen Max ur gemennadenn iskis bet silet en he zTDN e tesker ez eo Sandeman ur renead eus ar sektenn hag ez eo Ames White e vab. Feal eo chomet White d'ar sektenn ha kas spontus en deus ouzh krouadurien treuzgenek e dad. O welout Max evel un dañjer evit he raktresoù e klask ar sektenn lazhañ anezhi. Kavout a ra Max bod e Terminal City, ul lodenn dilezet eus Seattle m'o deus kavet repu kantadoù treuzgeneged. Pa grog ar polis da gelc'hiañ Terminal City e kendrec'h Max he c'henseurted da stourm evit difenn o zachenn e-lec'h tec'hout. Echuiñ a ra ar stirad gant an arme o kelc'hiañ Terminal City ha moarvat o prientiñ da aloubiñ an dachenn p'emañ an annezidi o sevel o banniel nevez krouet war unan eus ar savadurioù.

Raktres ar c'houlzad 3 kemmañ

Displegañ a reas Charles H. Eglee, kenkrouer ar stirad, en DVD m'emañ "Freak Nation", rann ziwezhañ an eil koulzad, petra oa ar raktres evit ar c'houlzad 3. Ar pal oa stagañ istor ar c'houlzad 1 (Manticore) ouzh hini ar c'houlzad 2 (ar sektenn) ha diskoachañ mojenn Dark Angel.

Setu an istor : miliadoù a vloavezhioù a-raok hon mare e tremenas an douar dre lost ur steredenn-lostek o lezas warnañ ur viruz a lazhas 97% eus an dud. Piramidennoù Egipt a zo, e gwirionez, mirlec'hioù genetek ma virer TDN ar re a zo chomet bev abalamour d'o difennoù genetek. Savet int bet gant ar sektenn evit gellout treuzkas ar c'hevala genetek-se da izili ar sektenn evit ma vint a re nemeto o chom bev pa zeuio ar steredenn-lostek en-dro. O soñjal e tlee an holl bezañ savetaet e trubardas Sandeman, krouer Max, ar sektenn evit reiñ benveg ar pare d'an denelezh en he fezh. Gwelet e voe Sandeman evel un treitour gant izili all ar sektenn peogwir e tiskare o raktres da adstummañ an denelezh hervez o c'hoant. Kavet en do Sandeman un doare da dreuzkas an digleñved d'an holl dre hanterouriezh Max a vije salverez an denelezh. Ijinet oa bet ur bern doareoù da skignañ digleñved Max dre ar bed gant an aozerien... Taolennet eo bet an dibenn-se er romant diwezhañ ar rummad Dark Angel, "After the Dark", daoust ma ne gouezh den klañv pa zistro ar steredenn-lostek hag e soñjer e oa faziet mik ar sektenn ha tra ken.

Aktourien ha tudennoù kemmañ

 
Jessica Alba e 2014.
 
Michael Weatherly a c'hoari Logan Cale (ar Gedour).